Emgleo Bro an Oriant : Kinnig labour / Offre d’emploi

0

EMGLEV BRO AN ORIANT ZO É KLASK ÀR-LERC’H UR :
Skoazellour-ez kehentiñ
Kefridi
Dindan pennadurezh atebeg ar gevredigezh emañ karget ar skoazellour kehentiñ a seveniñ ar binvioù hag ar skorioù kehentiñ hag an darempredoù get ar c’hazetennoù hag ar gevelerion.
Labour pennañ
 Sevel skorioù kehentiñ : skritelloù, follennoù-nij, programmoù, diaporamaoù…
 Skigniñ ar skorioù kehentiñ ;
 Aoziñ ar prezegennoù kazetennerezh ha sevel an teuliadoù kazetenniñ ;
 Dastum an dibab pennadoù ;
 Sevel ha skigniñ ar lizher miziek ;
 Hizivaat diazoù roadennoù : kazetennerion, kevelerion, kevredig tizhet …
 Klask kevelerion kenwerzh ha bruderezh ;
 Respont da c’houlennoù titouriñ ;
 Hizivaat lec’hienn enlinenn hag ar rouedadoù sokial
(Facebook, Twitter) ;
 Nevesaat rann ar c’heleier hag an darvoudoù.

Barregezhioù pennañ
Emrenerezh ha urzhiader.
Anaoudegezh don teknikoù ha binvioù : PAO, diazoù
roadennoù, dazveriñ ar restroù, lec’hioù enlinenn (spip),
meziantoù grafik.
Brezhoneg ha galleg displeg fraezh ha flour.

Endro micherel
Bro an Oriant / hanter amzer KT emdroüs.
Implij-amzer azasadus reve redioù dibarek an implij
(euriadoù noz pe dibenn-sizhun).
Kas ho lizher araok an 28/05/2018.

Diplom ha skiant-prenet goulennet
Bachelouriezh + 2 pe skiant-prenet e domani ar c’hehentiñ pe ar sevenadur

Kas ho respont d’ar brezidantez / Envoyez votre candidature à la présidente :
le.merdy@yahoo.fr

Télécharger (PDF, 297KB)

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.