Logonna-Daoulaz : Randorade, d’ar Sul 20 mae a viz 2018

0

D’ar Sul 20 mae a viz 2018 e vo ar 26vet RANDORADE. D’ar Sul Wenn, evel boaz.

Evel bep bloaz e vo brav an hentoù, niverus an abadennoù war an hentoù kement ha war al lec’h erru.

Trugarez d’an dud e Ti-kêr Logonna-Daoulaz evit o degemer hag o c’henlabour.

Trugarez d’an dud a youl-vat hag a sav an evezhiadenn a-hed ur bloavezh, ha d’an 200 den a youl-vat bennak a sikouro d’an devezh D.

Abadennoù a vo war a-hed an hentoù : abadennoù natur, diskouezadegoù arzourien eus ar vro, hag ur c’hoari enklask aozet gant Bretagne vivante war an dro-vale evit ar familhoù.

Peadra da zebriñ ha da evañ vo kavet el lec’h loc’hañ hag erru. Abadennoù ha sonadegoù a vo ivez.

Degemeret e voc’h, e brezhoneg pe e galleg, gant tud a-youl vat, kerent bugale ar skolioù Diwan Brest, pe skolidi gozh, pe skolaerien.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.