Div Yezh : Kalz muioc’h a enskrivadennoù en deskadurezh divyezhek publik !

0

Abaoe un nebeut bloavezhioù e kresk en un doare disheñvel poblañs ar skolioù dre zepartamant.

War gresk ez a an deskadurezh publik divyezhek e pep lec’h e Breizh koulskoude : +7% en distro-skol 2017.

div yezh Breizh, kevredigezh a vod tud skolidi Breizh istorel, a chom aketus er mare-mañ pa vez pleustret evit prientiñ distro-skol 2018.
Meur a gevredigezh lec’hel hag a zo o c’hortoz postoù ouzhpenn pe ‘vefe dalc’het ur post o deus bet c’hoant da ziskouezh niver a enskrivadennoù gwirion. Ar pezh a dalv ez eus ur gwir c’hoant sokial aberzh an dud e keñver servij publik an deskadurezh e Breizh. Kement a ezhommoù gwirion ha niverus a zo eo reizh e vefe savet goulennoù da geñver ar gartenn-skol 2018.

Abaoe 40 bloaz omp ezel eus skol bublik hag e ouzomp mat e vo seder an distro-skol pa vo bet prientet mat en a-raok. Goulenn a reomp gant ar renerezhioù akademiezh da sellet pizh ouzh an traoù er vuhez bemdez ar skolioù ha dreistholl er skolioù-mañ :
 Kawan (22) Kresket eo an niver a skolidi hag e vefe mat kaout muioc’h a skolaerien da zegemer an niver a
vugale hag ingalañ dre live ha degemer bugale nevez (breur/c’hoar dreistholl).
TAOL-IMOR e KAWAN : div yezh Kawan a ginnigo ur merenn-vihan bourrus gant c’hoarioù er skol e fin ar
c’hentelioù.

 Lannuon (22) E skol Sant Roch Lannuon digoret e 1983 ‘zo bet kemennet e c’hellfe bezañ serret ur c’hlasad ha pa vefe kresket ar goulenn evit an deskadurezh divyezhek.
TAOL-IMOR e LANNUON: div yezh Lannuon a ginnigo ur prantad merenn-vihan da 4e30 goude merenn ha bezañs ar gerent 24 eurvezhpad er skol.

 Brest (29) N’eo ket kevatal an doare da zegemer bugale e servij publik an deskadurezh e skol bublik Aubrac . An doare da skañvaat degemer ar skolidi a zo graet nemet evit skolidi unyezhek ha pa vefe ugent bugel e lieslive eus ar re vihan skol-vamm d’ar re CM1 evit ur post..
TAOL-IMOR e BREST : div yezh Brest a ginnigo ur prantad mediaoù e galleg hag e brezhoneg er skol Aubrac da 4e30 evit larêt kreñv « n’int ket sardin hor vugale, ur post evit Gwengolo 2018 !
 Landerneau (29) La 4ème classe est une nécessité pour l’accueil et les conditions d’apprentissage pour les élèves en parcours bilingue à l’école publique du Tourous et revenir à des effectifs convenables de classe de maternelle (37 élèves actuellement).
TAOL-IMOR e LANDERNE : div yezh Landerne a ginigo ur prantad gavotenn war pond Rohan da 6e
 Redon (35) Degemer bugale eus ar re vihan skol-vamm betek ar CM2 : un hanter-kant a vugale gant 2 bost e-lec’h 3 ar bloaz-mañ.
TAOL-IMOR e REDON : div yezh Redon a ginnigo ur « kafe kerent » er skol d’ar mintin
 Langonnet (56) Abaoe krouidigezh ar c’hlasad e vez kelennet gant ar skolaerez eus ar skol-vamm d’ar CM2 TAOL-IMOR e LANGONED : Bodadeg dirak ar skol.

 Ploue (56) a gendalc’h da greskiñ he niver a skolidi er c’hentañ-derez hag a glask kreñvaat an hentenn er skolaj . Kelaouet int bet gant an deskadurezh stad e vefe serret marteze ur c’hlasad hervez ar gartenn skol.
TAOL-IMOR e PLOUE : div yezh Ploue a vodo an dud da 4e30 er skol.
 Plañvour (56) 3 c’hlasad a vo en distro-skol e-lec’h 4 goulennet.
TAOL-IMOR e PLAÑVOUR : div yezh Plañvour a ginnigo ur stand dirak ar skol adalek 4eur goude merenn.
 Gwened (56) un trede fost a zo gortozet evit an distro-skol 2018.
TAOL-IMOR e GWENED : div yezh Gwened a vodo an dud dirak ar skol adalek 4eur30 dirak skol bublik Rohan.
Digant servijoù an Deskadurezh Stad e c’houlennomp da gaout ur sell resis war pep lec’h ha
doujañ ouzh kartenn ar poloù votet d’ar 26 a viz Gwengolo 2017 da zigeriñ 21 lec’h nevez er c’hentañ
derez evit an distro-skol 2018 ha dreistholl :
 Lambal (22) E kartenn ar poloù eo raktreset evit an distro-skol 2018. N’eo ket bet kelaouet ar familhoù
hag emañ o c’hortoz ar gerent da enskrivañ o bugale evit distro skol miz Gwengolo.
TAOL-IMOR e LAMBAL: Izili div yezh Lambal a bourmeno e kreiz-kêr gant sonerien daou-ha-daou ha roet e vo
plegfolennoù kelaouiñ d’an dud.
Abaoe 1983 ez eus an hentad divyezhek brezhoneg galleg e servij publik an deskadurezh stad.
Kresket eo an niver a skolidi, a glasoù, a gumunioù, a gelennerien abaoe penn kentañ. An darn vrasañ
eus ar gerent a zibab servij publik an deskadurezh bremañ hag a zegemer ar muiañ niver a skolidi
divyezhek e Bro c’hall hag e Breizh.
N’eus nemet 3% a skolidi eus Breizh hag a zo skoliataet en hentenn zivyezhek Evit dazont ar brezhoneg, evit ma vefe posubl da bep hini bezañ divyezhek,
e rank ar rektorelezh ha servijoù an akademiezh ober ar pezh ‘zo ret evit 35vet distro-skol ar c’hlasoù divyezhek e skol ar republik ha heuliañ araokadennoù al lezennoù (lezenn N°2013-595 eus an 8 a viz gouere 2013 ha pennad 40 L.312-10 eus kod an deskadurezh) da dizhout ar pal a 20 000 skoliad skrivet en emglev Stad/Rannvro 2015-2020.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.