SLB : Bak e brezhoneg

0

Kemenadenn d’ar gazetennerien
Mantret omp gant emzalc’h pennek ar Rektordi 10 devezh goude bezañ skrivet kopiennoù matematik e brezhoneg gant 15 lisead e Diwan. Droch e kavomp lakaat en arvar ur bloavezh-skol evit abegoù ideologel hepken.

Memes ma oa an notennoù da vezañ rentet hiziv, an 3 a viz gouere, da 12 e n’eo ket un abeg evit plegañ dindan gwask ar Rektordi. Sklaer eo Kod an Deskadurezh : « La délivrance du baccalauréat général résulte de la délibération du jury qui est souverain » (mellad D334) memes ma vez anvet an izili gant ar Rektorez.

Rektoriezh Bourdel he doa heuliet un hent disheñvel mik ouzh hini Roazhon pa oa bet skrivet kopiennoù SVD skrivet en euskareg er breved warlene : « Il appartient au jury souverain d’apprécier comment les productions des élèves peuvent être évaluées »
Ouzhpenn da se eo dieub ar juri da studiañ pep levrig skol ne vern an niver a boentoù a vank d’ar skoliad evit tizhout an eil tro (8/20), ar meneg mat a-walc’h (12/20), ar meneg mat (14/20) pe ar meneg mat-tre (16/20).
Pediñ a reomp pep juri diwar neuze da vezañ madelezhus evit ar 15 skoliad ha derc’hel kont eus al labour-bloaz. Diwar an degouezh ispisial ar bloaz-mañ e c’houlennomp digant ar Rektorez da envel ur c’helenner pe un enseller brezhoneger e pep juri tapet gant kopiennoù e brezhoneg, a-raok aotren ar brezhoneg evit an amprouenn vatematik ar bloaz a zeu da vat. Ne c’hall ket bezañ mod all.
Saludiñ a reomp ar 15 lisead kalonek ha prest omp da skoazell anezho betek penn.

SLB Diwan

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.