Diwan : Sinadeg ha manifestadeg evit adunvaniezh Breizh

0

Landerne, d’ar 17 a viz Gwengolo 2018, un departement a c’hall cheñch rannvro melestradurel abaoe adreizh an tiriadoù e 2016 : anvet eo ar “gwir opsion”.Evit lakaat  e pleustr ar gwir-se ez eus bet lañset ur sinadeg gant Breizh Unvan.

Evit poent, ouzhpenn 75000 sinadur annezidi an departement a zo bet dastumet. Kant mil sinadur a ranker kaout evit rediaén kuzul departement Liger Atlantel de lakaat ar sujed-se war roll labour an emgav a vo d’ar 15 ha 16 a viz Here.

Pep hini a c’hall ober e lod.

Evit annezidi Liger-Atlantel

-posubl eo deoc’h sinañ ha/pe lakaat de sinañ ar sinadeg o leuniañ an diell-se hag o kas anezhi d’ar chomlec’h a zo menneget

– posubl eo deoc’h sinañ anezhi d’an euriou la lec’hiou emgav menneget war lec’hienn web Breizh Unvan

 

Forzh penaos e c’hallit pediñ ho mignoned Liger-Atlantel da sinañ ar sinadeg-man hag ivez kemer perzh er manifestateg aozet gant Kevredigezhioù zo a vo d’an 29 a viz Gwengolo, da 3eur goude kreiteiz e Naoned.

A Galon

Burev Diwan

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.