Kemper : Kafedi Istor “Proviñs Breizh, eus dibenn ar C’hevre d’ar Bonedoù Ruz (1598-1675)” (lusket gant Rafael Urien)

0

Kemper, Kafedi Istor : “Proviñs Breizh, eus dibenn ar C’hevre d’ar Bonedoù Ruz (1598-1675)” (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 15 a viz Kerzu 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude kimiad Merkeur ha dibenn ar C’hevre e hañval Breizh anavezout dekvloaziadoù peoc’hek a-walc’h, war-bouez un nebeud priñsed oc’hiriennañ a-enep da c’halloud roue Bro-C’hall (César Vendôme, Chalais, kardial Raez…) pe emsavadegoù ar werin abalamour da ziaesterioù ar vuhez pemdeziek. Dre vras ez eo pinvidik Breizh er mare-se, merket ivez gant an Adreizhadur katolik ha labour misionoù Mikael an Noblez ha dreist-holl Juluan Maner. Met diaesterioù armerzhel, adalek ar bloavezhioù 1670, da laka diaesoc’h stad ar boblañs, pezh a zegas da emsavadegoù 1675 (Paper-timbr ha Bonedoù ruz), o seus stroñset galloud

 

 

ar roue e Breizh…

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel” a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.