Staj DABU diazez e Treglonou (29) Stage BAFA base en breton du 14 au 21 avril 2019

0

Ar stummadur DABU a ginnig d’ar re yaouank en em soñjal war al labour buhezour, an darempredoù a vez da gaout gant ar vugale, an oberezhioù a c’heller kinnig en ur greizenn vakañsoù pe dudi. Kaoz zo eus an aozañ, al lezennoù pennañ hag ar surentez ivez. Dav vez d’ar berzhidi bezañ 17 vloaz da vihanañ deiz kentañ ar frapad diazez. 545 € ar frapad. Moaien zo da arc’hantañ ar stummadur. Ur yalc’had a 100 € vez roet d’ar stajidi a-drugarez da skoazell Kuzul rannvro Breizh evit ar brezhoneg.

DABU diazez : Eus ar Sul 14 d’ar Sul 21 a viz Ebrel e Treglonou (29) – 545 €*

Bez e vo ivez ur staj Dabu donaat evit ar re neuint c’hoant da echuiñ an diplom :
DABU donaat « Buheziñ tro-dro d’an ti-feurm ha d’an natur » : Eus ar Meurzh 19 d’ar Sul 24 a viz C’hwevrer e Tremargad (22) – 445 €*
*Doareoù zo da arc’hantañ ar stummadurioù-se (distaol 100€ gant Rannvro Breizh, sikourioù gant kuzulioù-departamant, CAF, DDCS…)

Titouroù : Maëlle Ausias – 06 31 81 30 82 – bafa-bafd@ubapar.bzh

La formation BAFA propose aux jeunes de s’interroger sur le travail d’animateur, la relation avec les enfants, les activités des centres de vacances et de loisirs, l’organisation et la sécurité. Les candidats doivent avoir 17 ans au moins le premier jour du stage. Prix de la formation : 545 €. Financements possibles. Une bourse de 100 € est attribuée aux les stagiaires grâce à une aide du Conseil régional de Bretagne pour le stage en langue bretonne.

BAFA Formation Générale : du dimanche 14 au dimanche 21 avril à Tréglonou (29) – 545 €*
Il y aura aussi un stage BAFA Approfondissement pour ceux qui veulent finir leur BAFA :
BAFA approfondissement « Animer autour de la ferme et de la nature » : du mardi 19 au dimanche 24 février à Trémargat – 445 €*
* Financements possibles pour ces formations (CAF, Conseils départementaux, DDCS, aide de 100 € de la Région Bretagne…)
Renseignements : Maëlle Ausias – 06 31 81 30 82 – bafa-bafd@ubapar.bzh

Stummadur e brezhoneg evit renerien kampoù vakañsoù
16-24 février 2019 : BAFD en breton à Trémargat

« C’hoant am eus bet dont da vezañ renerez kampoù vakañsoù evit gellet kinnig raktresoù a blij din, raktresoù klok savet ganin eus ar penn-kentañ betek ar fin » eme Yoann. Evit lakaat e anv er stummadur DARE (Diplom Aotren war ar Renerezh) eo dav bezañ tapet an DABU ha bezañ 21 bloaz d’an nebeutañ ; pe bezañ 21 bloaz ha skiant-prenet war ar buheziñ gantañ/ganti. Bep daou vloaz e vez ur staj DARE diazez e brezhoneg. Eus ar Sadorn 16 d’ar Sul 24 a viz C’hwevrer 2019 e vo ur staj. 645 € e koust met skoazelloù a c’heller kaout.
Titouroù : Maëlle Ausias – 06 31 81 30 82 – bafa-bafd@ubapar.bzh

Yoann : « J’ai voulu devenir directrice de séjours de vacances pour pouvoir proposer mes propres projets, organisés de bout en bout par mes soins, avec des thèmes qui me plaisent. » Pour passer le BAFD (Brevet d’Aptitude aux Fonctions de Direction), il faut avoir le BAFA et plus de 21 ans ; ou avoir plus de 21 ans et de l’expérience dans l’animation. Un stage BAFD base en breton est organisé tous les deux ans. La prochaine session aura lieu du samedi 16 au dimanche 24 février 2019. 645 € (Possibilité d’aides financières).
Renseignements : Maëlle Ausias – 06 31 81 30 82 – bafa-bafd@ubapar.bzh

Kamp poderezh er Chapel-Nevez
Mini-camp Poterie en breton du 13 au 15 février 2019 pour les 8-12 ans
Eus ar Merc’her 13 d’ar Gwener 15 a viz C’hwevrer,  evit ar vugale 8-12 vloaz, 24 plas.
Deus d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant bed ar poderezh asambles gant Awen, poder a-vicher. Laosk da ijin da vont ha da zaouarn da grouiñ traoù digredus ha dibar. Tri frantad poderezh kinniget e-pad ar c’hamp, e brezhoneg, c’hoarioù a-bep seurt e-pad an deiz, beilhadegoù deus an noz!
Titouroù hag enskrivadurioù : centre-foret-bocage@wanadoo.fr – 02 96 21 60 20 – Lakait ho anv a-raok ar 4 a viz C’hwevrer.

Du Mercredi 13 au Vendredi 15 février, pour les 8-12 ans, à la Chapelle-Neuve, 24 places.
Viens à la rencontre d’Awen, potier professionnel, qui te fera découvrir son univers pendant trois séances bien remplies, tout en breton. Laisse ton imagination valser et tes mains créer des objets incroyables et uniques.
Renseignements et inscriptions : centre-foret-bocage@wanadoo.fr – 02 96 21 60 20 – Inscriptions possibles jusqu’au 4 février.

KINNIG LABOUR / OFFRE D’EMPLOI
Ti ar C’hoadoù a zo o klask un animatour.ez war an endro adalek miz Meurzh betek miz Eost evit erlec’hiañ un animatourez dougerez. Titouroù : rozenn.centre-foret-bocage@orange.fr – 02 96 21 60 20
Le Centre Forêt Bocage cherche un.e animateur.trice nature entre le mois de mars et le mois d’août pour l remplcament d’un congé matérnité. Contact : rozenn.centre-foret-bocage@orange.fr – 02 96 21 60 20

Trugarez d’ar gerent !
Beaucoup de réponses au questionnaire sur les colos

Trugarez vras d’ar gerent neuint respontet d’ar goulennaoueg bet kaset dezho a zivout ar c’hampoù. Gant ar respontoù-mañ e vo moaien d’an UBAPAR ha d’an aozerien kampoù e brezhoneg hag e gallaoueg prederiañ gwelloc’h war o doare da labourat ha dreist-holl da gehentiñ. Temoù nevez, lec’hioù nevez, labourat muioc’h war-zu ar grennarded, sed aze kinnigoù a zo bet graet deomp gant ar gerent. Kalzig a sikour a zo bet kinniget deomp evit skignañ al levrig. Peadra da reiñ startijenn deomp da genderc’hel gant ar c’hampoù !

Merci beaucoup aux parents qui ont répondu au questionnaire sur les séjours de vacances. L’UBAPAR et les organisateurs de colos ont pu, grâce à ces réponses, réflechir sur leurs manières de travailler et de communiquer. De nouvelles idées ont été énoncées par les parents : des thèmes, des lieux et surtout des soutiens pour diffuser le livret. De quoi nous réchauffer le coeur et nous donner de l’énergie pour continuer les colos en breton et en gallo !

Babig-sitting
Geolocalisez les babig-sitters bretonnants !

Kinnigoù labour ha goulennoù labour a vez kinniget war Labourzo : labourzo.ubapar.bzh. Evit ober war-dro ar vugaligoù ez eus tri stumm kinniget war al lec’hienn : magourioù e brezhoneg, skoazeller.ez.ed-mamm ha babig-sitters. Tud yaouank, tud a vicher, lakit ho anv m’ho ‘p eus c’hoant d’ober war-dro bugale en ho korn-bro. Kerent, deuit da gavout ur babig-sitter nevez, brezhoneger.ez ! Ur stummadur babig-sitting a zo bet e Ti ar vro Bro Leon d’an 8 a viz Kerzu 2018, peadra da leuniañ ar gartenn.

Le site Labourzo publie des offres et demandes d’emploi dans le domaine de l’animation, de l’éducation, de la culture, (etc), sur le site : labourzo.ubapar.bzh. En ce qui concerne la garde d’enfants, il y a trois modes de gardes proposés sur le site : crèches en breton, assistant.e.s-maternelles et babig-sitters. Osez, jeunes et professionnel.le.s, si vous voulez proposer un travail de garde d’enfants près de chez vous, postez une demande d’emploi sur le site. Parents, si vous cherchez quelqu’un pour s’occuper de vos enfants, venez scruter la carte des babig-sitters et professionnel.le.s. Prenez contact avec eux si vous avez besoin de leurs services.

Votadeg filmoù chakod
Quel thème pour les filmoù chakod de Douarnenez ?

Lañset eo raktres Filmoù-chakod #3 ! Votet ho peus evit dibab tem kenstrivadeg Filmoù-chakod 2019 ? Setu an tem dibabet : KLASK PEMP TROAD D’AR MAOUT. Ar filmoù ar ranko bezañ kaset da emglev.bro.dz@gmail.com a-raok an 12 a viz Ebrel 2019. Aozet e vo stummadurioù war an teknik evit ar skolioù hag evit an holl gant Daoulagad Breizh, Ti ar Vro Landerne, Ti ar Vro Kemper hag Emglev Bro Douarnenez. Reolennoù diazez : filmigoù 3 munutenn d’ar muiañ e brezhoneg istitlet e galleg ha filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur benveg foto bihan a za barzh ur chakod. Setu un nebeud displegadennoù skignet ar bloaz paseet war Brezhoweb. Bec’h de’i !

C’est parti pour la troisième édition du concours de pocket-films ! Vous avez voté et choisi comme thème pour cette année 2019 : KLASK PEMP TROAD D’AR MAOUT. Rappel des règles de bases : des films de 3 minutes en breton sous-titrés en français et filmés avec un téléphone portable ou un petit appareil photo qui tienne dans la poche. Emglev Bro Douarnenez, Ti ar Vro Landerne, Daoulagad Breizh et Ti ar Vro Kemper organiseront des formations sur la technique dans les écoles. Les films devront être remis à emglev.bro.dz@gmail.com avant le 12 avril 2019. Pour comprendre ce qu’est un film-chakod, voici une interview réalisée l’année dernière sur Brezhoweb . Bec’h de’i !

Taol kurun
Concours photos

« Mammennoù ha sterioù e bro Kemperle » a vo tem festival Taol Kurun, aozet bep bloaz e miz Genver gant Ti ar vro Bro Kemperle. Ur genstrivadeg foto a zo lañset war ar memes tem. Ret eo deoc’h kas ho fotoioù a-raok an 13 a viz Genver 2019.
Un nozvezh prizioù a vo d’ar 25 a viz Genver e stal levrioù Penn da Benn da 6eur.

La fédération d’associations culturelles bretonne « Ti ar vro Bro Kemperle » organise tous les ans le festival Taol Kurun au mois de janvier. Cette année l’événement aura pour thème«Mammennoù ha sterioù e bro Kemperle/Sources et rivières en Pays de Quimperlé»  et dans ce cadre un concours photos est organisé les mois précédents. Il est ouvert à tous et se déroule jusqu’au 13 janvier 2019.
La soirée de remise des prix aura lieu le vendredi 25 janvier à la librairie Penn da Benn à 18h00.

Toutouig : ur gelaouenn nevez flamm
Un magazine bilingue pour les 0-18 mois

Niverenn 0 Toutouig a zo bet skignet e miz Here. Toutouig a zo ur gelaouenn divyezhek nevez, krouet gant Keit Vimp Bev evit ar re vihan tout hag o c’herent. Toutouig a zo bet ijinet evit aesaat ar gerent da gaout ur prantad eskemm gant ar vugale ha mont war raok gant ar yezh a-drugarez d’an istorioù, d’ar skeudennoù.

Le numéro 0 de Toutouig est sorti ! Toutouig est une revue jeunesse bilingue breton-français lancée par Keit Vimp Bev au mois d’octobre. Toutouig est pensé pour aider les parents à partager un moment de lecture avec leurs enfants en bas âge et à les accompagner dans la découverte du vocabulaire en breton à travers des histoires, des imagiers et des activités.

 

 

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.