Prizioù 2019 : les nommés / ar re zibabet

0

Jeudi 17 janvier 2019, Les prix de l’avenir de la langue bretonne / Prizioù dazont ar brezhoneg
Les nommés / ar re zibabet

juri priziou 2019

Le jury des Prizioù s’est réuni samedi 12 janvier 2019. Les prix de l’avenir de la langue bretonne sont organisés par France 3 Bretagne et l’Office Public de la Langue Bretonne. Ils mettent en lumière les meilleures créations en langue bretonne en 2018.

 

La cérémonie des Prizioù aura lieu le vendredi 1er mars 2019 au Grand Logis à Bruz (35). Elle sera diffusée en direct sur le site de France 3 Bretagne et le lendemain sur France 3 Bretagne.
Catégorie association

Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad. Le centre de loisirs en breton lancé en 2017 a déménagé dans les locaux de Ti ar Vro. Il offre des loisirs en breton aux enfants dès l’âge de quatre ans.
Daoulagad Breizh et Emglev bro Douarnenez. Le concours « Filmoù-chakod » (« Films de poche » en breton) propose, à ceux qui le souhaitent, de réaliser un court-métrage de cinq minutes maximum à l’aide d’un téléphone ou d’une caméra pouvant tenir dans la poche.
Radio Kerne. Alors qu’elle fête ses 20 ans, la radio va lancer en avril prochain une antenne nantaise 100 % en breton.

Catégorie livre de fiction

Galnys pe priz ar gwad, pièce en quatre actes de Yann-Fulub Dupuy (Ed. An Alarc’h Embannadurioù).
Ouzh skleur an noz, roman de Jerom Olivry (Ed. Al Liamm).
Distro Jarl eus ar brezel, roman de Goulc’han Kervella (Ed. Skol Vreizh).

Catégorie collectivité

Musée de l’ancienne abbaye de Landévennec, pour son exposition « La Bretagne au temps des rois » traduite en breton.
Mairie de Carhaix. Le livret de famille délivré par la mairie est désormais bilingue, toutes les écoles de la commune ont une filière bilingue et une signalétique bilingue dans le centre d’interprétation archéologique virtuel, Vorgium.
Mairie de Rennes, pour le développement de la signalétique bilingue en ville et le soutien apporté à la création d’une crèche bilingue ainsi qu’à l’ouverture de nouveaux locaux en centre-ville pour le centre de formation en langue bretonne pour adultes Skol an Emsav.

Catégorie audiovisuel

Gwallzarvoud ar fisel / L’Accident de M. Fisel, documentaire de Sébastien Le Guillou (26’ – France 3 Breizh).
Ar Pevarad Kerniel / Le Quatuor à cornes, série animée de Benjamin Botella et Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
Zao ! Série documentaire de Perynn Bleunven et Mai Lincoln (Kalanna Production).

Catégorie entreprise

Lorcyber. L’entreprise de cybersécurité a fait traduire son site et sa plaquette en breton.
Penn ar box propose des kits de produits bretons via son site internet qui est désormais traduit en breton.
Fondation Crédit Agricole du Finistère. La Fondation a lancé un appel à projets visant à récompenser les initiatives finistériennes permettant le développement de la langue bretonne. Le budget global est de 50 000 euros.

Catégorie disque chanté en breton

Kan ar bed, œuvre collective (Bannoù-Heol).
Mil Hent, de Denez Prigent (Coop Breizh).
A-dreñv ar vrumenn, de Möhrkvlth (Asgard Hass).

Catégorie brittophone de l’année

Arno Elegoed, pour avoir porté le projet de livre-cd Kan ar Bed du début à la fin, à travers sa maison d’édition Bannoù-Heol.
Ismael Morvan, président de l’association « Bak e Brezhoneg » qui permet de porter officiellement le combat des lycéens brittophones souhaitant passer toutes les épreuves du baccalauréat en breton.
Paskal Nignol qui œuvre au développement du breton aux Champs Libres à Rennes, à travers des visites guidées et des ateliers de discussion.
Bodet e oa bet juri “Prizioù dazont ar brezhoneg” 2018, d’ar Sadorn 12 a viz Genver 2019. Kenaozet e vez ar Prizioù gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg da ziskouez war an ton bras an avel a-du a zo gant ar yezh e kevredigezh Breizh.

Roet e vez ar Prizioù bep bloaz da dud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù o deus degaset nevezentioù e brezhoneg. Er juri, disheñvel bep bloaz, ez eus tud anavezet evit o labour evit ar brezhoneg. Anvet o deus tri intrudu e pep rummad. Al loread eus pep rummad a vo choazet devezh abadenn ar Prizioù, d’ar Gwener 1añ a viz Meurzh er Grand Logis e Bruz, hag a vo skignet war-eeun war lec’hienn France 3 Breizh ha goude war ar skinwel.

Rummad kevredigezh

Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad. Dilojet en deus ar greizenn dudi e burevioù Ti ar Vro, e Gwengamp. Kinnig a ra ar greizenn oberiantizoù dudius e brezhoneg d’ar vugale adalek 4 bloaz.
Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan.
Radio Kerne. Digoret e vo e miz Ebrel ur skour gant Radio Kerne e Naoned.
Rummad levr faltazi

Galnys pe priz ar gwad, pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Ed. An Alarc’h Embannadurioù).
Ouzh skleur an noz, romant gant Jerom Olivry (Ed. Al Liamm).
Distro Jarl eus ar brezel, romant gant Goulc’han Kervella (Ed. Skol Vreizh).

Rummad strollegezh

Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg
Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar banellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium.
Ti-kêr Roazhon, evit diorroiñ ar panelloù divyezhek e kêr, ar sikour roet evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.

Rummad kleweled

Gwallzarvoud ar fisel, teulfilm gant Sébastien Le Guillou (26’, France 3 Breizh).
Ar Pevarad Kerniel, heuliad tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
Zao ! Un heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).

Rummad embregerezh

Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, he deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet.
Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war he lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.
Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet eo bet gant an Diazezadur ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok. Ur budjed 50 000 euro a zo bet gouestlet d’en ober.

Rummad pladenn kanet e brezhoneg

Kan ar bed, oberenn a-stroll (Bannoù-Heol).
Mil Hent, gant Denez Prigent (Coop Breizh).
A-dreñv ar vrumenn, gant Möhrkvlth (Asgard Hass).

Rummad brezhoneger ar bloaz

Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn Kan ar Bed eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di embann Bannoù-Heol.
Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh « Bak e Brezhoneg », a sikour dougen stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.
Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre heñchadennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll.

 

LE JURY / AR JURI

juri priziou 2019

De gauche à droite / Eus an tu kleiz d’an tu dehou :
Anaelle Le Piolet, du service de la Culture au Conseil départemental du Finistère / e servij ar sevenadur e Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.
Trifin ar Merdy, responsable des éditions Coop Breizh / E-karg eus an embannadurioù e Coop Breizh.
Odile Kerzerho, retraitée / war he leve.
Nerin ar C’horr, plombier-électricien / plomber-tredanour.
Rozenn Morvan de l’Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.
Visant Abaziou, retraité / war e leve.
Gwenvael Jequel, directeur de Skol an Emsav / rener Skol an Emsav.

copyright : Yowan Denis / France 3 Bretagne
_____________________________

DIFFUSION :

En streaming sur bretagne.france3.fr
Vendredi 1er mars 2019 dès 19h30
(90’ – version originale en breton)

et sur France 3 Bretagne
Samedi 2 mars 2019 à 10h45
(58’ – version originale en breton sous titrée français)

SKIGNADEN :

E streaming war bretagne.france3.fr
D’ar Gwener 1er a viz Meurzh 2019 da 7e30 noz
(90’ doare orin e brezhoneg)

Ha war France 3 Breizh
D’ar Sadorn 2 a viz Meurzh 2019 da 10e45
(58’ – abadenn e brezhoneg istitlet e galleg)

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.