Kemper : Kafedi Istor : “Eus moustrerezh ar Bonedoù ruz da Afer Breizh” (1675-1771)”

0

D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

War-lerc’h moustrerezh emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675 e hañval Breizh bezañ badaouet gant beli Loeiz XIV. Met ar brezelioù mareadek a zo evit dileuridi gwirioù Breizh, er Stadoù pergen, an dro da varc’hata an doujañs d’he gwirioù en eskemm d’an arc’hant he deus ar Stad c’hall ezhomm evit brezeliñ.

 Dre iriennoù he deus gallet ar stourm bezañ kaset da benn, gant markiz Pontkalleg e 1719-1720 pergen, met dreist-holl dre rendaeloù pennek ha taer er Stadoù. Breudoù Breizh, diouzh o zu, o deus en em savet evel Breudoù all rouantelezh Frañs a-enep da c’halloud amreol an unpenniezh c’hall. Tra m’en em unane Stadoù ha Breudoù

Breizh en em unane ivez Breudoù Breizh gant Breudoù all rouantelezh Frañs, en ur stourm – kendeuzet en ur mare bennak – brezhon ha gall war an dro. Gant Loeiz ar Chalotez e voe aroueziet ar stourm-se.

 

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.