Prizioù 2019 : Les prix de l’avenir de la langue bretonne / Prizioù dazont ar brezhoneg

0

Mercredi 27 février 2019, France 3 Bretagne, la Région Bretagne et l’Office Public de la Langue Bretonne vous donnent rendez-vous pour la 22e cérémonie des Prizioù, les prix de l’avenir de la langue bretonne., vendredi 1 mars 2019 à partir de 19h00, LE GRAND LOGIS à Bruz

Cette nouvelle édition, présentée par Goulwena an Henaff et Yann-Herle Gourves, récompensera à nouveau les meilleures initiatives de l’année concernant la langue bretonne dans sept catégories : entreprise, association, collectivité, livre de fiction, disque chanté en breton, création audiovisuelle et décernera le prix du ou de la brittophone de l’année.
Cette grande soirée sera animée et précédée par un concert du groupe blues-rock Ebel Elektrik.

France 3 Breizh, Rannvro Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg a laka emgav deoc’h evit 22vet lid ar Prizioù evit amzer da zont ar brezhoneg.

Ar wech-mañ e vo kinniget gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves, ha priziet e vo adarre an traoù gwellañ a zo bet graet e-pad ar bloaz evit ar brezhoneg. Seizh rummad a vo : embregerezhioù, kevredigezhioù, strollegezhioù, levrioù faltazi, pladennoù kanet e brezhoneg, krouidigezhioù klewelet, ha roet e vo priz brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz.
Ur sonadeg a vo e penn kentañ an nozvezh gant ar strollad blues-rock Ebel Elektrik ha gantañ an hini eo e vo lusket an abadenn ivez.

 

LES NOMMÉS • AR RE ANVET

Association • Kevredigezh

Ti ar Vro Gwengamp, an arvor hag an argoad. Le centre de loisirs en breton lancé en 2017 a déménagé dans les locaux de Ti ar Vro. Il offre des loisirs en breton aux enfants dès l’âge de quatre ans.
Daoulagad Breizh et Emglev bro Douarnenez. Le concours « Filmoù-chakod » (« Films de poche » en breton) propose de réaliser un court-métrage de cinq minutes maximum à l’aide d’un téléphone ou d’une caméra pouvant tenir dans la poche.
Radio Kerne. Alors qu’elle fête ses 20 ans, la radio lancera au printemps prochain une antenne nantaise 100 % en breton.

Ti ar Vro Gwengamp, an arvor hag an argoad.  Dilojet he deus ar greizenn dudi e burevioù Ti ar Vro, e Gwengamp. Kinnig a ra ar greizenn obererezhioù dudius e brezhoneg d’ar vugale adalek 4 bloaz.
Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan.
Radio Kerne. Digoret e vo en nevezamzer ur skourr gant Radio Kerne e Naoned.
Livre de fiction • Levr faltazi

Galnys pe priz ar gwad, pièce en quatre actes de Yann-Fulub Dupuy (Ed. An Alarc’h Embannadurioù).
Ouzh skleur an noz, roman de Jerom Olivry (Ed. Al Liamm).
Distro Jarl eus ar brezel, roman de Goulc’han Kervella (Ed. Skol Vreizh).
Galnys pe priz ar gwad, pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Ed. An Alarc’h Embannadurioù).
Ouzh skleur an noz, romant gant Jerom Olivry (Ed. Al Liamm).
Distro Jarl eus ar brezel, romant gant Goulc’han Kervella (Ed. Skol Vreizh).
Collectivité • Strollegezh

Musée de l’ancienne abbaye de Landévennec. Pour son exposition « La Bretagne au temps des rois » traduite en breton.
Mairie de Carhaix. Le livret de famille délivré par la mairie est désormais bilingue, toutes les écoles de la commune ont une filière bilingue et une signalétique bilingue dans le centre d’interprétation archéologique virtuel, Vorgium.
Mairie de Rennes. Pour le développement de la signalétique bilingue en ville et le soutien apporté à la création d’une crèche bilingue ainsi qu’à l’ouverture de nouveaux locaux en centre-ville pour le centre de formation en langue bretonne pour adultes Skol an Emsav.

Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg.
Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar panellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium.
Ti-kêr Roazhon, evit diorren ar panelloù divyezhek e kêr, ar sikour roet evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.
Création audiovisuelle • Kleweled

Gwallzarvoud ar fisel / L’accident de M. Fisel, documentaire de Sébastien Le Guillou (26’ – France 3 Bretagne).
Ar pevarad kerniel / Le quatuor à cornes, film animé de Benjamin Botella et Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
Zao ! Série documentaire de Perynn Bleunven et Mai Lincoln (Kalanna Production).

Gwallzarvoud ar fisel, teulfilm gant Sébastien Le Guillou (26’ – France 3 Breizh).
Ar pevarad kerniel, tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
Zao ! Un heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).
Entreprise • Embregerezh

Lorcyber. L’entreprise de cybersécurité a fait traduire son site internet et sa plaquette en breton.
Penn ar box propose des kits de produits bretons via son site internet qui est désormais traduit en breton.
Fondation Crédit Agricole du Finistère. La Fondation a lancé un appel à projets visant à récompenser les initiatives finistériennes permettant le développement de la langue bretonne. Le budget global est  de 50 000 €.

Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, en deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet.
Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war e lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.
Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet ez eus bet gant an Diazezadur ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok. Ur budjed 50 000 € a zo bet gouestlet d’en ober.
Disque chanté en breton • Pladenn kanet e brezhoneg

Kan ar bed, œuvre collective (Bannoù-Heol).
Mil Hent, de Denez (Coop Breizh).
A-dreñv ar vrumenn, de Möhrkvlth (Asgard Hass).

Kan ar bed, oberenn a-stroll (Bannoù-Heol).
Mil Hent, gant Denez (Coop Breizh).
A-dreñv ar vrumenn, gant Möhrkvlth (Asgard Hass).
Brittophone de l’année • Brezhoneger ar bloaz

Arno Elegoed, pour avoir porté le projet de livre-cd Kan ar Bed du début à la fin, à travers sa maison d’édition Bannoù-Heol.
Ismael Morvan, président de l’association Bak e Brezhoneg qui permet de porter officiellement le combat des lycéens brittophones souhaitant passer toutes les épreuves du baccalauréat en breton.
Paskal Nignol qui œuvre au développement du breton au Musée de Bretagne à Rennes, à travers des visites guidées et des ateliers de discussion.

Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn Kan ar Bed eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di-embann Bannoù-Heol.
Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh Bak e Brezhoneg, a sikour stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.
Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre heñchadennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll.

 

DIFFUSIONS • SKIGNADENNOÙ

• Vendredi 1er mars 2019 dès 19.30
en streaming sur bretagne.france3.fr
(90’ – version originale en breton)

• Samedi 2 mars 2019 à 10.45
sur France 3 Bretagne
(58’ – version bretonne sous-titrée en français)

• Samedi 2 mars 2019 à 14.00
sur France Bleu Armorique et France Bleu Breizh Izel
(60’ – version originale en breton)

*****

• D’ar Gwener 1añ a viz Meurzh 2019 adalek 7e30 gm
e streaming war bretagne.france3.fr
(90’ – doare orin e brezhoneg)

• D’ar Sadorn 2 a viz Meurzh 2019 da 10e45
war France 3 Breizh
(58’ – doare brezhonek istitlet e galleg)

• D’ar Sadorn 2 a viz Meurzh 2019 da 2e gm
war France Bleu Armorique ha France Bleu Breizh Izel
(60’ – e brezhoneg)

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.