Bak e Brezhoneg : Saludiñ a reomp ar 14 lisead kalonek

01/07/2019,Kemenadenn d’ar gazetennerien

Mantret omp gant emzalc’h pennek ar Rektordi 10 devezh goude bezañ skrivet kopiennoù matematik e brezhoneg gant 14 lisead e Diwan en dro. Droch e kavomp lakaat en arvar ur bloavezh-skol evit abegoù ideologel.

 

Ar jurioù a vo bodet a-benn diriaou 4 a viz gouere, met chom a reont libr ar reizherien. N’int ket rediet da blegañ dindan gwask ar Rektorelezh. Sklaer eo Kod an Deskadurezh : « La délivrance du baccalauréat général résulte de la délibération du jury qui est souverain » (mellad D334) memes ma vez anvet an izili gant ar Rektor.

 

Rektoriezh Bourdel he doa heuliet un hent disheñvel mik ouzh hini Roazhon pa oa bet skrivet kopiennoù SVD skrivet en euskareg er breved daou vloaz zo : « Il appartient au jury souverain d’apprécier comment les productions des élèves peuvent être évaluées »

 

Ouzhpenn da se eo dieub ar juri da studiañ pep levrig skol ne vern an niver a boentoù a vank d’ar skoliad evit tizhout an eil tro (8/20), ar meneg mat a-walc’h (12/20), ar meneg mat (14/20) pe ar meneg mat-tre (16/20). Pediñ a reomp pep juri diwar neuze da vezañ madelezhus evit ar 14 skoliad o terc’hel kont eus al labour-bloaz.

 

Diwar an degouezh ispisial ar bloaz-mañ e c’houlennomp digant ar Rektor da envel ur c’helenner pe un enseller brezhoneger e pep juri tapet gant kopiennoù matematik e brezhoneg, a-raok aotren ar brezhoneg evit an amprouenn vatematik ar bloaz a zeu da vat. Penn kalet e vo al liseidi ar bloavezhioù a zeu.

 

Saludiñ a reomp ar 14 lisead kalonek ha prest omp da skoazell anezho betek penn.

 

SLB Diwan

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.