Ya d’ur sportva e kreis-kêr : Adnevezomp Francis Le Blé !

Brest, Élections municipales Brest 15 et 22 mars 2020, communiqué de presse concernant la position de Brest Écologie Solidarités par rapport au stade de foot en centre-ville : Liste portée par Ronan Pichon

Ya d’ur sportva e kreis-kêr : Adnevezomp Francis Le Blé !

Ha pa ne blijfe ket da unan eus pennoù kozh ar Stade Brestois hag a grede lavaret e miz Du paseet, « e oa ret hastañ buan d’ober ar sportva nevez keit ha ma oa tu », eo echu, da viken, ar mare ma veze lakaet douaroù forzh pegement dindan vetoñs. Klask a ra al listenn Brest Ekologiezh Kengred adstudiañ ar gudenn en ur zifenn an ekologiezh da gentañ holl hag ar velldroad-pobl a c’hellfe an holl c’hoari.

E seizh gwellañ a ra an hini a zo perc’henn war ar Stade Brestois hiziv evit klask hon lakaat da gompren eo mat e raktres prevez : met estreget ur skipailh melldroad eo ar Stade Brestois. Ul lodenn glok eus ar pezh a ra ar bezañ Ti Zef eo ivez. Ha ma rankomp anzav e vez graet ul labour vat gant ar re a zo en e benn hiziv, ez eus un hir hag ur brav a istor pobl gant an SB29, hag e fell deomp e kendalc’hfe evel-se en amzer da zont.

Ha talvezout a ra ar boan distruj 15 kantar a zouaroù labour evit sevel ur greizenn genwerzhel hag a vo enni un dachenn velldroad, ur poull-neuial, ostelioù ha stalioù kenwerzh liesseurt ?
Sachomp an evezh war ar fed ne vo ket plijet an holl gant ar raktres-se, gant e 13.000 a gadorioù evit arvestiñ ouzh ar c’hrogadoù, e-touesk ar re a zifenn gant youl dibab un dachenn nevez zoken ! Kinnig a a ra lod un dachenn e-kichen an aerborzh, ha pelloc’h zoken. Dibabomp ar Roudouroù kement hag ober !

Fall eo stad sportva Francis Le Blé, gwir eo. N’eo ket mui diouzh ezhommoù al Ligue, na diouzh re ar supporterezed hag ar supporterien. Hiziv n’eo ket aes renkañ ar c’hirri-tan tro-war-dro dezhañ, ar pezh n’eo ket diefed war vuhez ar re a zo o chom er c’harter hag ar re a ra traoù ennañ. Kudennoù noazus all ‘zo, ouzhpenn-se, pa vez graet krogadoù diouzh an noz. Ha kaset e vo ar c’hudennoù-se da Wipavaz, pe klasket e vo un diskoulm dezho war al lec’h ? Klaskomp taliñ ouzh seurt kudennoù diouzh un doare dereat, ha fur e vefe lakaat, evit-se, ar Vrestiz, annezidi ar c’harter hag ar supporterien da gemerout perzh enni. Ret eo kelaouiñ an holl, diouzh un doare didouell, peurgetket diwar-benn disoc’h ar studiadennoù war stad sportva Francis Le Blé, gant ur jedadenn mizoù disheñvel diouzh an hini graet diouzh un doare souezhus gant an dud a ginnig sevel ar sportva nevez. Roomp da c’houzout, ouzhpenn-se, e tegasfe ar raktres-se lakaet da brevez, kalz dispignoù evit ar strollelezh, pa vo, da skouer, da derkañ hentoù evit tizhout ar
sportva nevez. Ha ret e vefe ivez distruj pe adimplij ar sportva kozh, diwar hor c’houst tra ma vefe prevezaet an SB29 penn da benn !

« N’eus ket tu da gavout un dazont, war hir pe war verr dermen, evit ar c’hleub er sportva Francis Le Blé ken, » a embanne Denis Le Saint. Reiñ a reomp da glevet ar c’hontrol. Un dra vat e c’hell bezañ kaout ur sportva e kreis-kêr, evit buhez ar c’harter ha berzh ar stalioù kenwerzh en ur lakaat aozadurioù all ar biojoù da gemerout perzh er jeu.

Kefridi ar strollelezh eo lakaat an holl da gemerout perzh er jeu, ha da zegas kemmoù er PLU pa vez ret. Roomp da c’houzout e oad deuet a-benn da reneveziñ sportvaoù par dezhañ e kêr tra ma oa kazi kement-all a sportvaoù nevez savet aet dister an implij anezho, ar vuhez enno, aet fall o stad, war-lerc’h un nebeud koulzadoù krogadoù, kollet ma oa bet o renk uhel gant o skipailh, sportvaoù hag a chom koustus kenañ ober war o zro evit ar boblañs. Goulennit o soñj digant annezidi Le Mans, hag a oa bet brav berzh o skipailh beket treuzoù kampionad Europa un nebeud bloavezhioù ‘zo.

Tu ‘zo da studiañ a-stroll ar mod da reneveziñ sportva Francis Le Blé. Ret e vefe, a-barzh kregiñ ganti lakaat an hini a implj anezhañ da baeañ ur feurm hag a glot gant an implij-se. Rebechet ez eus bet, nevez ‘zo, gant lez-varn rannvroel ar c’hontoù ar mod ma oa bet bet skoulmet o darempred kenwerzhel etre an FC Nantes ha ti-kêr an Naoned. 150.000 € eo feurm sportva Francis Le Blé hiziv. Grit ho c’hont deoc’h…

Ul lodenn eus glad Brest eo sportva Francis Le Blé, ur sportva mod saoz eo, ul lodenn eus buhez ur c’hleub hag eus hini ur gêr. Miromp ar pezh a ra spered an SB29 ha doujomp istor pobl Brest.
N’emeur na war an aod Azur nag e Las Vegas. Yffinec eo, paotred ar Porzh Kenwerzh, palioù Frank Lérand er pri, ha leurennad Kemper entanet e-pad krogad CFA Brest-Pondi. Ret eo deomp evel ekologourien ober hor c’hefridioù ha difenn ar velldroad-pobl a c’hellfe an
holl c’hoari.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.