Cavan : DEVEZH BABIG SITTING Journée babig-sitting en breton samedi 15 février 2020

Cavan, samedi 15 février 2020,

Devezh babig-sitting e brezhoneg d’ar Sadorn 15 a viz C’hwevrer e Kawan

D’ar Sadorn 15 a viz c’hwevrer 2020 ! Adalek 10e beure betek 6e abardaez a vo kinniget un devezh stummañ e brezhoneg war ar babig-sitting gant Ti ar vro Treger-Goueloù e Kawan.

Digor eo d’an holl vrezhonegerien yaouank 13-17 vloaz a fell dezho labourat evel babig-sitter, e brezhoneg eveljust August !

Danvez ar stummadur : deskiñ perzhioù hag ezhommoù ar vugale, daremprediñ gant ar gerent, kaout anaoudegezhioù war al lezennadur, ober war-dro ar re vihan (predoù, kibellañ, frealziñ), lakaat e pleustr ur geriaoueg arbennik ha sevel ur « valizenn » a c’hoarioù, rimadelloù, kanaouennoù,…

Da noz e vo aozet ul lec’h Babig-sitting gant ar re yaouank a chomo. Fest-noz skol div yezhek Kawan a vo ha kerzh ma vo ar geren o tañsal e c’hello mont ar vugale el lec’h c’hoari. Un doare da lakaat e pleustr ar pezh vo desket war an devezh ha da grouiñ ul liamm gant ar familhoù war eeun !

Skignet e vo roll ar babig-sittered e-barzh skolioù Div Yezh, Diwan, Dihun ar vro.

Priz an devezh stummañ : 10€. Lakaat e anv en a-raok dre ret : 06 08 52 79 55 dudi@tiarvro22.bzh

Le samedi 15 février 2020, de 10h à 18h, Ti ar vro Treger-Goueloù à Cavan proposera une journée de formation en breton sur le babig-sitting.

Elle est ouverte aux jeunes bretonnants de 13-17 ans qui souhaitent faire du babig-sitting, en breton qui plus est !

Contenu : acquérir des notions générales sur l’enfant, connaître le rôle du babig-sitter, découvrir quelques points de législation, les soins des enfants (repas, bain), mettre en pratique un vocabulaire spécifique en breton et aussi se créer une « boîte-à-outils » de petits jeux, comptines, chansons,…

Le soir-même les jeunes babig-sitters pourront rester au fest-noz de l’école Div Yezh Kawan afin de mettre en pratique directement les notions acquises et rencontrer les familles du coin ! Pendant que les parents dansent, les enfants seront bien occupés à jouer dans l’espace Babig-sitting organisé par les jeunes.

La liste des babig-sitters sera ensuite diffusée dans toutes les écoles Div Yezh, Diwan, Dihun du territoire.

Prix de la journée : 10€. Inscription et renseignements : 06 08 52 79 55

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.