Gaidig Evenou : Tonkadur dibar ur vreizhadez yaouank 1/2

Gallout a ra an nen kaout planedennoù divoutin an deiz ha hiziv c’hoazh. Gaïdig Evenoù merc’h Erwan Evenoù, ar skrivagner ha stourmer politikel Breizh, a zo 34 bloaz met, tapet gant preñv ar foetañ bro m’eo hi, he deus tremenet ul lodenn vras eus he buhez e-maez eus Breizh. Na bout e oar ur bouchad yezh bremañ n’he deus ket ankouaet an hini bet desket àr varlenn he mamm en Aljeria : ar Brezhoneg !

Ya/ Divoutin eo ho planedenn, ha gallout a rit kontañ ho istor ?

Gaïdig Evenou / Me zo 34 bloaz hag on bet desavet en Aljeria. Familh ma zad Erwan Evenou he doa graet hec’h annez ‘ba du-hont abaoe pell zo. Abaoe 2 rummad a-berzh e dad ha pelloc’h c’hoazh a-berzh e vamm, abaoe ma oa arruet an europeiz b’ar vro. Met ma zad, kent ma tarzh an traoù en Aljeria, e oa enep-trevadennour. A-enep okupasïon Aljeria gant Bro-C’hall. Ha c’hoant gantañ souten ar vroadelourion aljerian abred-tre. Kerkent ha pemzek vloaz en doa desket Brezhoneg en Aljeria ha savet ur gevredigezh da vodañ brezhonegerion ar vro. Ur gevredigezh etrebroadel e oa zoken ! D’e vennoz, adstagañ gant e orin breizhad a oa un doare da stourmañ gant an aljerianiz. Arlerc’h eo distroet tout ar familh ‘ba Breizh e 1959. Komprenet o doa e oa Bro-Aljeria àr hent an Dizalc’herezh. Met e 1978 (16 vloaz goude Dizalc’herezh ar vro neuzen NDLR), e faote d’am zad distrein b’an Aljeria. Setu tout an diegezh o kemer penn hent Aljeria : ma zad, ma mamm, ma div c’hoar ha me, nevez-c’hanet. Bevet hon eus ‘ba du-hont adal 1978 betek 1982. ‘B’an Aljeria, ma magerezh a ouie Galleg hag Arabeg. Er skol-vamm e veze komzet Galleg met b’ar gêr ne oa nemet Brezhoneg. Neuzen, evidon ne oa ket Brezhoneg, yezh un tiriad anavezet ganin e gwirionnez. Iskis e oa. Da skouer, pa’z omp distroet ‘ba Breizh e 1982, gant ma c’hoar Gwenola ne lakemp ket kemm etre Brezhoneg hag Arabeg. Evidomp e oa Galleg ar yezh trec’h, yezh ar skol, se oa bet komprenet ganimp, ha ‘b’ar gêr e veze komzet Brezhoneg peotramant Arabeg, neuzen e oa an hevelep yezh ar Brezhoneg hag an Arabeg, yezh ar gêr.

Ya/ Rak c’hwi zo ganet gant ar Brezhoneg, se an hini eo ?

Gaïdig Evenou / Ya, desket ‘m eus Brezhoneg àr barlenn ma mamm. Setu, Brezhoneg oa yezh nemeti b’an ti, memes b’an Aljeria.

Ya/ Ha bez e oa bretoned èldoc’h bet graet o annez gante en Aljeria goude dizalc’herezh ar vro hag aet da Aljerian goude-se ?

Gaïdig Evenou / Selaouit, dalc’het m’eus soñj eus un den, a-orin eus Ar Faoued, ur mignon eus ma zad. Lukas oa e anv. Ur person e oa hag hemañ oa chomet ‘ba du-hont ivez goude an dizalc’herezh.

Ya/ Ho tad en doa kontet din e oa ar souben o trenkañ dija pa oac’h aet kuit eus ar vro e 1982…

Gaïdig Evenou / Ya gwir eo. Met yaouank e oan. Pa oamp distroet er vro e 1989 e oan kosoc’h hag em eus dalc’het soñj eus un dra : heuliet oamp bet gant un den, fentus e anv peogwir e oa anvet Hoari e-giz «c’hoari» e Brezhoneg ‘kae ! E-barzh ur preti e oamp o tebriñ. Setu arruet ar c’hont hag ar servijour da lavar dimp : «n’eus ket afer, paeet eo bet gant an den azezet du-se». Ma zad en doa pedet anezhañ da zont ouzh taol ganimp èl rezon…. Hag ar paotr zo chomet ganimp e-pad ur sizhunvezh a-bezh a-benn ar fin ! Anat e oa o spiañ ac’hanomp.

Ya/ Ha c’hwi zo bet distroet b’an Aljeria abaoe 1982 ?

Gaïdig Evenou / Ya div wech abaoe 1982. Ur wech e 1985 hag ur wech all e 1989 eta. Met dalc’het ‘m soñj eus ma magerezh, Nadia. Hi a rae àr ma zro pa oan yaouank. Ma eil vamm e oa. Pebezh reuz pa oamp aet kuit eus ar vro me lâr’ deoc’h ! Torret ma c’halon ! Bremañ eo aet àr an oad. Un nebeut bloavezhioù zo em boa komzet ganti dre bellgomz, ‘ba Romania e oan an deiz-se, hag he doa lavaret din : “arabat dont ‘ba du-mañ, arabat dont, re zañjerus eo”.

Ya/ Goude o bloavezhioù studiñ, ho peus kroget da veajiñ e reter Europa. A-gaoz da berak ho peus choazet ar broioù-se ?

Gaïdig Evenou / Da gentañ holl, pa oan arruet ‘ba C’hwec’hkogn o tont eus Aljeria em boa soñjet e oan arruet er baradoz ! Gwispid a-leizh a oa ! Traoù mat da zebriñ ha ne veze ket anezhe ‘ba Aljeria. Setu, diouzhtu ‘m boa bet ar santimant e oan degouezhet e-barzh ur vro binvidik, disheñvel krenn eus ar vro ma oant enni a-raok. Se an hini eo en deus plantet ennon ar c’hoant da foetañ bro, da zizoloiñ sevenadurioù all. Abred-tre e oa graet ma soñj : c’hoant em boa da vont da labourat en ur vro estren. Aet oan bet àr ma studi ‘ba Brest ha er mare-se e oa deroù Erasmus. E lizhiri klasel e oan-me. Studiet ganin al latineg hag ar gresianeg. Kerkent hag arruet e live mestroniezh e oa bet kinniget din mont da studiañ en Europa gant Erasmus. E-touesk ar broioù oa b’ar roll em boa choazet Bro-Romania. D’ar c’houlz-se e selaouen ur bern pladennoù a sonerezh mod termaji peotramant sonerezh eus reter-Europa. Neuzen em boa ijinet e veze klevet seurt muzik e pep lec’h b’ar vro-hont. Ha n’eo ket gwir tamm ebet èl rezon ! Neuzen choazet ganin Bro-Romania. Aet on bet ‘ba du-hont evit ur c’hwec’hmiziad ha boemet on bet gant ar Romaneg. Studiet em boa al Latineg hag em boa ar santimant e oa eus ar Romaneg ur seurt Latineg kreolizet hag all. A-benn ar fin eo fentus ur yezh plijus da zeskiñ ar Romaneg, amprestadennoù o tont eus ar yezhoù slav, ar Galleg enni hag ar Saozneg bremañ anat. Fin….  Founnis ‘m eus desket ar yezh, graet anaoudegezh gant ur bern tud hag all… Setu, ar c’hwec’h miz zo aet e-biou hag ar bloaz àrlerc’h on distroet e Romania rak kinniget e oa bet din rein kentelioù en ul lise divyezhek Romaneg-Galleg. Un diouer a gelenner bet ganet gant ar Galleg a oa. Kentelioù er skol-veur e oa ret din rein ivez.

Graet ar marc’had ! Tremenet ‘m eus ma mestroniezh, ha dao kemeret ‘m eus penn an hent etrezek Romania. ‘Ba du-hont ne c’hounezen ket pikol tra evit lâr ar wirionnez. ‘ba Konstanza e oan, àr bord ar mor du. Profitet ‘m eus evit rein kentelioù dansoù Breizh ivez, sevel festoù-deiz hag all, fentus e oa… Me, bon start e oa an traoù ‘b’l’am d’ar gopr izel neuzen em boa lakaet ma anv evit ober un DESS ‘ba Pariz.

Ya/ Ha setu c’hwi aet da vevañ ‘ba Pariz ?

Gaïdig Evenou / Ya met tra ma oan o kiañ àr ma DESS e oa bet kinniget din mont da lennourezh e-kefin bro-Romania, ‘kostez ar vevenn gant Bro-Ukrenia. Ur rannvro paour-tre hag un tamm àrlerc’hiet eo e gwirionnez. Pa oan arruet ‘ba du-hont… hopala !… pouez ar relijion hag all… P’am boa roet kentelioù ‘ba du-hont, ma studierion o doa ar memes kozh spered ha ma mamm-gozh eus Pontekroaz hag hi bet ganet e 1910.

Ya/ Peseurt rannvro eo ?

Gaïdig Evenou / Bukovin e proviñs Moldavia (ha n’eo ket Bro-vMoldavia, ur vro e-kichen Bro-Romania a oa en URSS a-raok NDLR) an hini eo. Ur rannvro mennezek-tre. Ur «veaj ‘b’an amzer» e oa pa yae an nen da labourat enno d’ar c’houlz-se ! An hini oa em flas er skol-veur a-raozon en doa graet un diwaskadenn ! Bevañ a raent èl en amzer a-raok ar reveulzi, kent 1989. Pa oan oc’h ober ma c’hentelioù e oa spiour an dean ‘b’ar c’hlas o wiriekaat ne oan ket o lavarout traoù re vodern. Kozh apparatchiked oa ar c’hros eus pennoù bras ar gêr, ar skol-veur…Setu, mod-se emañ an traoù c’hoazh ‘ba du-hont. Start e oa da gentañ. 22 vloaz e oan er mare-se.

Labouret ‘m eus e-pad 3 bloaz e Bukovin, en ur gêr anvet Suceava. Goude-se e oa bet divizet serriñ lektorat Suceava ha sevel kentelioù galleg all, ul lektorat nevez, e Transilvania, e Sibiu. Setu me aet da Sibiu e lec’h ma labouris e-pad daou vloaz. Pa’z oc’h lennour oc’h lakaet da rein kentelioù galleg en ur skol-veur hag aozañ abadennoù a denn da sevenadur Bro C’hall àr un dro. Setu, e Suceava em boa savet ur strollad dansoù Breizh ! Asambles gant moldaviz (eus Bro-Moldavia). Enno e oa sovietek-tre c’hoazh ar boazioù. Bez e oa skolioù danserion dansoù ar vro met are re-se oa tud a-vicher, e-giz ma veze ar mod d’ober en impalaerezh sovietek. Hag e Suceava, feiz !, e oa barrek tre an dañserion na petra ‘ta ! Gante hon eus savet abadennoù, brud vat ganimp hag all. Met, dre vras, e oa re start ar vuhez ‘ba du-hont àlkent… Gant ar goubrenerezh o ren hag all…

Ya/ Da lavaret eo…

Gaïdig Evenou / Da skouer, me zo bet klañv bras ‘ba Suceava, tapet ganin un danijenn-empenn. Kaset e oan bet d’an ospital….hag a gouezhe en e boull. Lakaet oan bet e-barzh ur gwele leun a dachoù gwad. Spontus ! Ur privezioù hag ur gibell meurglet ha lous ki evit tout an dud eus an estaj. Dibosubl d’en em walc’hiñ. Un druez ! An dud a lavare «arabat debriñ ar pezh a vo roet deoc’h amañ !» neuzen ar re a laboure ganin eo a zegase boued . E gwirionnez gant ar goubrenerezh o ren er vro ez eus ur bern kelennourion skolioù-meur medisinerezh a zo aet da vedisinour hep bout heuliet ar studioù. Gallout a ra an nen prenañ an diplomoù en deus afer da skouer…mibien ar bourc’hizion a ra se aes-tre. Un druez pa lavaran deoc’h ! Marse eo cheñchet an traoù bremañ avat…

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.