Emganioù kreñv e Bro-Ukrenia da heul ul lezenn hag a lako ken-ofisiel ar rusianeg hag an ukrenieg

Brall-divrall an ensavadurioù e Bro-Ukrenia goude al lezenn bet votet er parlamant hag a lako ken-ofisiel ar rusianeg hag an ukrenieg e-barzh un dornad a broviñsoù. Hag e straedoù Kyiiv, kêrbenn ar vro, e ta ar manifestadegoù a-enep al lezenn an eil àrlerc’h eben.

Ar ar marc’had en deus Volodymyr Lytvyn, anezhañ prezidant ar parlamant, roet e zilez a-benn sevel e vouezh a-enep al lezenn ha goulenn gant strolladoù-parlamant e vefe nac’het anezhi. Stegn emañ an traoù ken m’en deus lavaret Viktor Ianukovychn, anezhañ prezidant rusianour Bro-Ukrenia, e c’hellfe abretaat ar votadegoù ma ne vo ket sioulaet ar jeu.

E penn kentañ miz Gouere en em vodañ a reas a prezidant Ianukovych gant strolladoù-parlamant zo a-benn lakaat ar gaoz àr an enkadenn ensavadurel : «Gallout a raio ar prezidant gervel an dud da votiñ da geñver rakdilennadegoù kannad» hervez ar burev prezidant. E miz Here e vo ar votadegoù sañset.

Pezh zo, n’hallo ket bout e talvoud al lezenn e-keit ma ne vo ket sinet anezhi gant prezidant ar breujoù ha prezidant ar gouarnamant. Met an hini kentañ en deus roet e zilez ha ret eo kaout ur prezidant nevez evit lakaat al lezenn da dalvezout. Gant al lezenn-se e vo ken-ofisiel ar rusianeg e-barzh un dornad a broviñsoù m’emañ rusiad a-orin al lodenn vrasañ eus an dud. Dav eo derc’hel soñj emañ rusiad a-orin 10% eus ar boblañs e Bro-Ukrenia ha Moskow a laka ar bouez abominabl àr pennadurezh Bro-Ukrenia ma vefe lakaet ofisiel ar rusianeg er vro.

Kannaded a-enep poliserion

Kinniget e oa bet, dre guzh tamm pe damm, an danvez-lezenn e-pad un emvod eus ar parlamant. Hag a-benn ar fin e oa bet votet a-herr. Strolladoù ar bihan-niver o deus savet o mouezh a-enep an doare m’eo bet votet al lezenn hag embannet emañ e-maez penn da benn eus bonreizh ar vro da lakaat ofisiel ar rusianeg en Ukrenia. Hag a-benn ar fin eo bet kuitaet kuitaet ar breujoù gant kannaded an tu-enep ha goloet o sezioù gant bannielloù Bro-Ukrenia.

Ar merc’her 11 eo ur strollad niverus a gannaded en deus dibunet e straedoù Kyiiv. Er-maez lezenn e oa ar vanifestadeg. Mennet e oa ar vanifestourion da lakaat ar prezidant Ianukovych da serriñ e genoù. Hogen, fardet o deus ar boliserion àrne hag àr ar re a oa oc’h ambrougañ anezhe. Ha fest ar vazh e oa bet. Hogen, ken kreñv e oa ar jeu ma voe nullet e brezegenn gant Ianukovych ha galvet kannaded ar breujoù gantañ da studiañ pizh stad an traoù.

Dizarempred

Hervez al lezenn, ha n’he deus ket heuliet ar prosesus normal, e vo lakaet ar rusianeg «yezh rannvroel ofisiel» en Ukrenia. Da lavaret eo n’he do ket mui an Ukrenieg an tu-kreñv   e gwirionnez. Da venno kannaded an tu-enep eo «ar gourdrouz vrasañ a-enep riegezh ar vro abaoe m’eo dizalc’h homañ», da lavaret eo ugent vloaz zo.

Mennegomp emañ  Ianukovych hag e ouarnamant dizarempred e-keñver ar broioù all er mare-mañ. Rak, hervez gouarnamantoù broioù ar c’hornôg «n’emañ ket an demokratelezh o ren e bro-Ukrenia abaoe m’emañ Ianukovych e penn an traoù».

Troet hag azasaet diàr http://www.jornalet.com/nova/484/%20dafrontaments-durs-en-ucraina-per-laprobacion-duna-lei-que-fa-oficial-tanben-lo-rus

7Seizh ha Le Jornalet.com, ur web-kazetenn en Okitaneg, o deus un emglev kenlabour.

Publicités

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.