Ur pennad-stur a-du gant Bro-gKatalunya dizalc’h e pajenn gentañ ar « Ouest-France » okitan

Dilun paseet eo bet embannet ur pennad-stur anvet « la fronde Catalane » e pajenn gentañ ar gazetenn bemdeziek dolosad « la Dépêche du midi »
Ennañ e oa bet lakaet ar gaoz àr « pakt an tailhoù » bet goulennet gant brejoù Katalunya ha nac’het gant Madrid.  War-se he deus skrivet ar gazetennerez « ez eus muioc’h-mui a dud a-du gant an dibab dizalc’hour » ha zoken, gouez dezhi, e oa an dizalc’herezh « un diskoulm dereat evit Bro-gKatalunya ». Hervez  ar gazetenn hag he deus 17 embann lec’hel e kreiz okitania, an « dizalc’herezh a-fet tailhoù èl hini an euskariz » eo an diskoulm nemetañ « evit dont àr-c’horre » an enkadenn ekonomikel a zo oc’h ober he reuz. « Ha ne baouez ket ar gatalaniz gant ar stourm evit an dizalc’herezh, ar c’hontrol zoken ». Rak, « gouez d’ar stourmerion mennetañ e c’hello Bro-gKatalunya bout dieub e-kerz ar respetad-mañ za. »  eme Marie-Louise Roubaud e-barzh he fennad-stur.
Tennet diàr ar web-kazetenn okitanek « jornalet.com » m’en deus 7seizh un emglev ganti.
Troet hag azasaet diàr an Okitaneg gant Fabien Lécuyer

1 COMMENT

  1. Hag e keit-se e ra Le Télégramme gouennelourion a’r vroadelourion vreizhat, aba lavaras ar re-se o soñj a-zivout an drevadennerion -pere a skarzh yaouankiz ar vro, dre forzh lakaat priz al lojeiz da vont war-raok- en ur skrivañ war div voger e Lanwelan, d’an unan a viz Eost 2012.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.