Strolladoù dizalc’hour eus Europa a-bezh o deus krouet ur rouedad diviz pad

[résumé en français plus bas]

Bodadeg ar broadoù hep stad zo bet dalc’het disul tremenet en kêr L’Alguer, ur gêr eus Bro-Sardigna ma vez komzet Katalaneg. Tolpet enno, strolladoù dizalc’hour eus Europa a-bezh ma tivizjont de grouiñ ur rouedad diviz pad. Sekretourezhioù etrebroadel eus pep strollad a yay d’ober ar rouedad-se. Solidaritat Catalana (Bro-gKatalunya), an tu kleiz Abertzale eus Bro-Euskadi, ar Scottish National Party (SNP) eus Bro-Skos, Sinn Féin eus Bro-Iwerzhon, Independentzia-Repubrica de Sardigna (Sardigna), ar Partit Sarde d’Accion ha Corsica Libera eus enezenn Korsika o deus kemeret perzh en emvod.

Sinet e oa bet un emglev gant pep strollad. 7 poent a ya d’ober ar feur-emglev-se :

Da gentañ tout e engouestl ar strolladoù dizalc’hour da souten ar c’habal evit an dizalc’hourezh e Bro-Skos rennet gant an SNP. Eus e du, ar strollad skosad a zisplego d’ar pobloù all pe giz o deus graet evit arruout àr hent an dizalc’herezh (« folenn hent » hag all).

2: Pouezañ asambles àr ar stadoù n’o deus ket sinet karta Europa ar yezhoù minorelaet ha rannvroel c’hoazh.

3 : Souten ar vanifestadeg a vo e Bro-gKatalunya d’an 11 a viz Gwengolo evit Katalunya dizalc’h.

4: Souten ar brosesus a beoc’h a zo e Bro-Iwerzhon evit ma vo dieub hag unanet ar vro.

5: Souten ar brosesus evit ma vo achuet ar jeu e Bro-gKorsika hag evit ma tistroio an holl brizonidi bolitikel.

6: Kement-all e Bro-Euskadi ha souten ar strollad Bildu.

7: Souten ar brosesus bolitik e Bro-Sardigna evit ma vo lakaet e pleustr ur gouarnamant dieub eus an enezenn.

————————————————————————————–

Tennet eo bet ar pennad-mañ eus ar web-kazetenn okitan Jornalet.com m’en deus 7Seizh un emglev ganti.

Pennad orin : http://www.jornalet.com/nova/694/%20de-partits-independentistas-deuropa-an-creat-un-ret-dinterlocucion-permanent

 E galleg : Des partis indépendantistes étaient réunis ce dimanche en Sardaigne. Parmi eux : Corsica Libera, Sinn Fein, la gauche abertzale Basque, Solidaritat Catalana, le Parti Sarde D’action et Independentzia-Repubrica de Sardigna. Un réseau de dialogue permanent a été mis en place entre tout ces partis et un accord a été signé comportant 7 points

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.