Distro-skol ar c’helenn divyezhek : 14 lec’h nevez

En un emvod-kelaouiñ bet dalc’het d’an 29 a viz Eost eo bet kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg frouezh e labour war diorren ar c’helenn divyezhek. 14 lec’h nevez a vo digoret e miz Gwengolo, ar sifr uhelañ abaoe 2000.

Labourat a ra ar framm publik evit frammañ diorren ar c’helenn divyezhek abaoe fin 2010. Gant distro-skol 2012/2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ enta. Ouzhpenn daougementet e vo an niver a lec’hioù kelenn nevez er bloaz-mañ e-keñver warlene. 14 lec’h kelenn nevez a vo digoret e miz Gwengolo : 7 er publik, 4 er prevez ha 3 skol Diwan. An eil gwezh e istor ar c’helenn publik (abaoe 1982 enta) eo e vefe digoret 7 lec’h nevez. En deskadurezh katolik ne oa ket bet kement a zigoradurioù abaoe 2005 ha ne oa ket bet bet c’hoarvezet da Ziwan digeriñ 3 skol war un dro abaoe 17 vloaz.

Er 5 departamant e vo digoradurioù. E Penn-ar-Bed e vo ar muiañ anezho (7) : Brest, S. Tegoneg, Pluguen, Molan (publik), Konk-Kerne, Lokmaria-Plouzane (prevez), Landivizio (Diwan). Goude en em gav ar Mor-Bihan gant 3 lec’h nevez : Langoned, Plunered (publik), an Alre (prevez). 2 skol nevez a vo gant Diwan el Liger-Atlantel (Pornizh ha Naoned 2). 1 lec’h nevez a vo en Aodoù-an-Arvor (Kallag ; publik) hag 1 ivez en Il-ha-Gwilen (Kastell-Bourc’h ; prevez).

Er bloavezhioù tremenet e veze etre 3 ha 6 lec’h ouzhpenn. Plijet eo an Ofis publik o tiskouez ez eus bet gallet kreñvaat lusk ar c’helenn divyezhek er bloaz-mañ ha daougementiñ an niver a lec’hioù nevez a-drugarez d’ar c’henlabour gant holl oberourien an deskadurezh. Etre 600 ha 800 skoliad ouzhpenn a zlefe bezañ er bloaz-mañ. War-zu ar 15.000 skoliad ez eer.

Carte des nouveaux sites : rentrée 2012 (Office Public de la Langue Bretonne) (PDF)

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.