Emañ ar c’haner Brieg Guervenno o rastellat arc’hant evit produiñ e bladenn nevez. Dre gKisskissbankbank.com en deus lañset ar soñj-mañ. Evit 7Seizh en deus asañtet paotr e c’hitar inerven-tout da lavarout muioc’h diàr-benn ar c’hanaouennoù nevez a yay d’ober ar bladenn…
7Seizh : Brieg, pe liv muzik a vo gant ar bladenn nevez a zaio ‘maez a-benn miz ebrel 2014 ?
Brieg Guervenno : Livet vo gant holl va awennou : toniou metal prog, doare (opeth / porcupine tree) met traou all ivez tostoc’h ouzh sonerezh ar bloavezhiou 70.
7Seizh : Lârit dimp, ha posubl eo d’ober metal prog hep sinte ?
Brieg Guervenno : Bez’eus klavieroù war ar bladenn. Met n’eo ket sinte divalav ar bloavezhioù 80. Kentoc’h doare Pink Floyd ma karez ^^
Brieg Guervenno : evit enor brasañ ar rock n’ roll ! | http://t.co/rr60Tj8rPX http://t.co/RqUxc5637Q
Alan Prigent liked this on Facebook.