Ne oar ket brezhoneg an Emglev evit dazont Breizh !

D’an 13 a viz Kerzu 2013, e oa bet sinet e Roazhon Emglev dazont evit Breizh ! gant Ministr kentañ ar mare, Ao. jean-Larc Ayrault.

Un nebeut gerioù e brezhoneg ‘oa bet distaget d’ar c’houlz-mañ : « Neb a venn, hennezh a c’hall».

Bloaz zo goude ar « gemennadenn », ne oar ket brezhoneg emglev evit dazont Breizh. Sklaer eo evel lagad an naer.

Sinet eo bet e Roazhon ar sizhun tremenet ar feur emglev evit ar sevenadur e Breizh e-framm emglev evit dazont Breizh , gant ministrerez nevez ar sevenadur gall, It. Fleur Pellerin : kenemglev ebet evit ar yezhoù Breizh a-benn diorren ar c’helenn divyezhek ha brudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran, dileurierezh barregezhioù ebet war an dachenn-mañ kennebeut, evel kinniget bloaz zo gant  ! Diorren ar c’hleweled ranvroel evel tachenn da amprouiñ, Kreñvaat niver a brogramoù e brezhoneg evel meneget en titl IV emglev evit dazont Breizh (diorren personelezh sevendurel Breizh).  Ne chom netra eus ar promesoù kaer seblant ! Un dra fetis hepken .. an « aluzenn » eus 50 000 € reit evit ar skignañ er c’hleweled…

Komzoù toull a chomo eus an emglev-mañ : netra evit ar brezhoneg ‘benn ar fin ! Diskouez a ra ur wezh ouzhpenn n’eus netra da c’hortoz digant ar gouarnamantoù e Pariz o tont an eil warlerc’h egile. Ne vo nemet gant youl ar vretoned hag ar vretonezed e vo tu da chañch penn d’ar vazh ha reiñ un dazont d’ar brezhoneg !

Un nebeut skeudennoù eus  « lid » deiz ha bloaz kentañ « Emglev evit dazont Breizh » d’ar sadorn 13 a viz Kerzu 2014 e Roazhon dirak sez Frañs 3 Breizh !

24 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.