Pénibilité au travail: l’Avis du Parti Breton/ Poaniusted el labour: Ali Strollad Breizh

travailalachaineGwelout an destenn vrezhonek dindan an destenn c’hallek

 

La prise en compte de la pénibilité au travail

doit se faire aussi à l’échelle européenne

 

Le compte pénibilité au travail, une mesure de la réforme des retraites, entre en application à partir du 1er janvier 2015. Pour 4 facteurs de pénibilité: le travail de nuit, le travail répétitif, en horaires alternants ou en milieu hyperbare (comme les travaux sous-marins). Pour 6 autres facteurs à partir de 2016: postures pénibles, manutentions manuelles de charges, agents chimiques, vibrations mécaniques, températures extrêmes, bruit. Un point important et novateur de ce dispositif est le choix donné au salarié concerné. Les points cumulés annuellement pourront être utilisés soit pour de la formation continue, pour du temps partiel, ou pour un départ à la retraite anticipée de 2 ans. Au moins 18 % des salariés seraient concernés par la pénibilité au travail ainsi définie. Ce dispositif devrait bénéficier à près d’un million de salariés en 2015 et 3 millions en 2016. Un effet positif étant également l’incitation pour améliorer au sein des entreprises la prévention au travail pénible. Pour autant, sa mise en application doit être simple, avec des critères bien définis, pour ne pas augmenter encore les charges administratives, notamment des artisans et petites entreprises.

 

Le Parti Breton se félicite de la prise en compte de la pénibilité dans le déroulement des carrières des salariés exerçant un travail particulièrement pénible. Les Bretonnes et les Bretons sont directement concernés. Les plans sociaux bretons qui ont touché récemment l’agroalimentaire en Bretagne ont bien mis en évidence la nécessité d’une formation continue des salariés. En effet, le plus souvent, les salariés exerçant les travaux les plus pénibles ne bénéficient pas de salaires importants ni de formation de base leur permettant de changer de poste ou de métier. Il s’agit donc ici d’une mesure qui permet partiellement de rééquilibrer la rémunération du travail physique par rapport à la rémunération toujours plus élevée du travail intellectuel. Une façon, en quelque sorte, d’abonder le capital-santé et le capital-vie de tout à chacun, ici altérés par un travail pénible. Une façon de rendre plus attractif un certain nombre de métiers auprès des jeunes générations. Métiers difficiles et ingrats pour lesquels de plus en plus d’entreprises font appel à de la main d’œuvre étrangère, dans le bâtiment, la construction navales, ou l’agroalimentaire notamment.

 

L’enjeu macro-économique est la suppression des distorsions de concurrence pour des raisons de non-respect de l’environnement ou de dumping social pour ne pas détruire les économies locales. Concurrence déloyale qui touche de plein fouet les entreprises bretonnes qui, elles, sont soumises à la réglementation française. Cette mise à niveau des conditions de travail doit donc se faire aussi à l’échelle européenne. L’Europe doit mettre fin au dumping social à l’intérieur de ses frontières et mettre en place des clauses sociales et environnementales pour tirer l’équité du commerce international vers le haut. Sans quoi, ces mesures pourtant positives, appliquées seulement au niveau hexagonal, risquent d’avoir l’effet inverse pour l’emploi en Bretagne.

 

Derc’hel kont eus ar boaniusted el labour

war dachenn Unaniezh Europa ivez

 

Lakaet eo bet kont ar boaniusted el labour da dalvezout abaoe ar 1 a viz Genver. Un elfenn eus adaozadur ar retredoù eo. Evit 4 devouder a boaniusted: al labour da noz, al labour arreadek, gant eurioù a-bep-eil pe e-barzh un endro dreistgwaskus (evel al labourioù dindan ar mor). Adalek 2016 e vo lakaet da dalvezout 6 devouder all: an emzalc’hoù-korf poanius, an dougen kargoù pounner gant an daouarn, ar gwezherioù kimiek, froum an ardivinkoù, an dreistgwrez, an trouz. Un dra a bouez hag un nevezinti war un dro eo ma c’hello ar c’hopridi dibab. Sammet e vo ar poentoù gant ar c’hopridi a vloaz da vloaz. Servijout a raint evit ar stummadur-pad, evit ul labour darnamzer, pe evit mont war e leve 2 vloaz kent ar c’houlz ordinal. Sellout a rafe ar boaniusted bet termenet evel-se ouzh 18% eus ar c’hopridi, d’an nebeutañ. Gellout a rafe an darbar sokial-mañ profitañ da dost d’ur milion a c’hopridi e 2015 ha da 3 milion e 2016. Ur perzh mat a zo ivez gant se eo e c’hellfe broudañ an embregerezhioù da wellaat dizarbenn al labour boanius. Koulskoude, dav e vefe lakaat an darbar-mañ e pleustr gant doareoù aes d’ober ganto, gant dezverkoù termenet mat, o tiwall da lakaat ur bec’h melestradurel ouzhpenn war chouk an artizaned hag an embregerezhioù bihan paneveken.

 

Embann a ra Strollad Breizh bezañ laouen e vije dalc’het kont eus ar boaniusted e buheziadoù al labourerien hag a ra ul labour denn meurbet. An dra-se a sell ouzh ar Bretonezed hag ar Vretoned war-eeun. Skoet eo bet, n’eus ket pell ‘zo, ar gounezvouederezh e Breizh gant kalzik a steuñvioù sokial. Gwelet eo bet da neuze an ezhomm bras a zo da gaout ur stummadur-pad evit ar c’hopridi. Peurvuiañ n’o devez ket ar c’hopridi, oc’h ober al labourioù tennañ, goproù uhel ha n’o devez ket ar stummadur-diazez a rofe an tu dezho da cheñch lec’h el labouradeg pe da cheñch micher zoken. Un darbar eo enta a c’hell, evit un tamm anezhañ, kempouezañ gopr al labour-korf e-skoaz al labour-empenn a vez bepred uheloc’h ar gopr anezhañ. Un doare, ma c’heller lavarout, da zaskoriñ ar c’hevala-yec’hed hag ar c’hevala-buhez a zo da bep hini, amañ gwastet gant ul labour boanius. Un doare da sachañ muioc’h a yaouankizoù gant micherioù ‘zo bet lakaet da vezañ dedennusoc’h abalamour d’al lezenn-mañ. Micherioù diaes ha start gant goproù izel ma vez muioc’h-muiañ a embregerezhioù oc’h ober gant labourerien eus an estrenvro, en tisaverezh, el lestrsaverezh, pe er gounezvouederezh peurgetket.

 

An dalc’h evit pezh a sell ouzh an ekonomiezh hollek eo diskar an diforc’hioù bras a vez e-keñver ar c’hevezerezh pa ne vez ket doujet d’an endro pe d’al labourerien en hevelep doareoù en holl vroioù. Distrujet e vez diwar-se an ekonomiezhioù lec’hel. Ar c’hevezerezh disleal a sko war-eeun an embregerezhioù breizhat hag a zo, int-i, rediet da seveniñ al lezennadur gall. Ar c’hempouez sokial-mañ, evit pezh a sell ouzh an aozioù labour, a zle bezañ lakaet da dalvezout ivez war dachenn Europa. Dleout a ra Unaniezh Europa lakaat un termen d’an tumperezh sokial e-diabarzh he harzoù, ha lakaat el lezennoù etrebroadel divizoù diwar-benn an aozioù sokial hag an endro evit kas ar gevatalded war-raok er c’henwerzh bedel. Paneve-se, petra bennak ma’z eo mat-kenañ spered al lezenn nevez-mañ, mar chomer e-diabarzh ar c’hwec’hkorn hepken, ez eus riskloù ma ‘z aio war fallaat al labour e Breizh ganti.

Emile Granville

Porte-parole du Parti Breton

Mouezh aotret Strollad Breizh

6 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.