Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! – Langue bretonne ignorée = recensement boycotté !

kemennadenn en div yezh – communiqué bilingue

Adalek ar 15 a viz Genver betek ar 14 a viz C’Hwevrer e vo goulennataet ul lodenn vras eus poblañs Breizh da geñver niveridigezh ar Stad. Paeet eo an enklask foran-mañ gant arc’hant hon zailhoù, hag evel boaz ne roio lec’h ebet d’ar yezh- komzet gant an dud er gêr pe en o labour… daoust d’ar pezh a vez graet en holl stadoù all en Europa.

Fellout a ra da strollad Ai’ta ! diskouez pegen pilpous eo ar Stad C’Hall, ken prim o kenteliañ war gwirioù Mab-den, an doujañs ouzh an disheñvelded koulz hag ar vuhez asambles, padal ne vez morse doujet ouzh ar gerioù kaer-se pa vez anv eus ar pobloù orin a gaver war he zachenn dezhi, ha pa vefe Breizhiz, Elzasianiz, Euskariz, Korsiz pe Okitaniz c’hoazh… Abalamour d’an dra-se e c’halvomp an holl dud a sav a-enep nac’hadenn ar brezhoneg hag ar yezhoù all gwasket gant bro C’Hall da voikotiñ en un doare difeuls met sklaer an niveridigezh. Evit diskouez eo savet droug ennomp e kinnigomp chom hep respont d’ar goulennoù ha rentañ ar paperioù gant ar meneg « Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! » skrivet warne.

A partir du 15 janvier, et ce jusqu’au 14 février, une part importante de la population bretonne va recevoir la visite d’agents en charge du recensement. Une nouvelle fois, cette enquête de grande ampleur payée par l’argent des contribuables ne comporte aucune question quant à la langue parlée par les habitants à la maison ou au travail, ce qui est pourtant la règle dans les autres états européens.

Le collectif Ai’ta ! tient à dénoncer l’hypocrisie de l’État français, toujours prompt à donner des leçons au sujet des droits de l’Homme, du respect de la diversité et du vivre ensemble, mais n’applique jamais ces principes fondamentaux quand il s’agit des populations autochtones de son propre territoire, que celles-ci soient alsaciennes, basques, bretonnes, corses ou occitanes… En conséquence, nous appelons tous ceux qui refusent cette négation de la langue bretonne et des autres langues minorisées de l’Hexagone à boycotter de manière pacifique mais résolue le présent recensement. En signe d’indignation, nous appelons à rendre le questionnaire aux agents recenseurs vierge de toute réponse et portant la seule mention « Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! » (Et la langue bretonne ? Nous refusons de répondre ! »).

niveridigezh 2015 - skeudenn 2

47 COMMENTS

  1. Ar memes tra a oa bet kaoz pa oa bet galvet gant SAB : respont pe chom hep respont, hep respont = un annezad nebeutoc’h evit ar gumun…
    Ai’ta!, n’en deus eus tamm soñj resis ebet war ar stourm da gas da benn, a rank en em soñjal war balioù da dizhout dindan berr, krenn hag hir amzer.
    Lammat evel ma reont eus an tiez-gar d’ar skinwel hag eus an niveriñ d’ar panelloù ne zegas tamm disoc’h ebet.
    Ouzhpenn se, pa vez goulennet nullaat an dell-gastiz, e vez distaeraet talvoudegezh hor stourm.

    • Ne lavaran ket eo direbech ar pezh a reomp, met da vihanañ e klaskomp ober traoù. Hag hon unan en em santomp gwall alies ! E pelec’h emañ ar vrezhonegerien evit kas war-raok ar brezhoneg en dachenn foran ? Lod a ra, met ‘m eus aon n’int ket niverus.
      Na c’hwi, petra rit ? Kalz tra emichañs ! Brav eo rebech, gwelloc’h kuzuliañ ha ober !

      Evit an niveradeg : gant ti-kêr Karaez e oa bet pouezet war an INSEE da gaout goulennoù war ar brezhoneg en enklask, hag e oa bet. N’o deus ket graet ar c’humunioù all : gwazh a se evito ma tegas dezho koll annezidi hag arc’hant, kablus int !

      • Bepred an hevelep evezhiadennoù trivliadel ha bugelel… Ober evit ober, alies zo aner.
        Pet den en gray ? 50 ? 500 ? 5000 ? Se zo hervez a vo graet a-seurt ma vo tud prest d’en ober.
        An diouer a gadoniezh hon degas war un hent-sac’h.
        Petra ‘ran ? Kalz traoù. Met evit bezan dichek da vat e lavarin : netra, evel ar re all.
        Displegan a rin ma sav-boent ha ma c’hinnigoù en ur pennad-skrid, ha neket gant evezhiadennoù berr war ar prim.

        A-zivout an niveradeg : diaes eo kondaonin ar c’humunioù evit un torfed ne ouzont ez eus anezhan ! Kentan tra neuze vefe broudan ar c’humunioù da sevel paperioù brezhonek, ha klemm goude ma n’eo ket bet graet. Aman e welan ar c’hontrol.
        Ne welan ket tamm war betra e tisoc’ho seurt embregadenn a chomo diefed ma chom war 7seizh hag ABP.

        • Peseurt mod e ouiez n’omp ket bet en darempred, pep hini gant dilennidi e gumun, evit klask kas an traoù war a-raok ? ‘Lec’h on ‘chom n’am eus ket gwelet kalz a draoù o cheñch, gant an doare-se d’ober bepred : kamm ki pa gar, hag an dilennidi a ro ton d’ar brezhoneg pa vez sinet ar garta ne vezont ket gwelet nemeur o vountañ war an traoù goude-se… hep komz eus ar Stad ne rofe ket urzh da cheñch penn d’ar vazh forzh penaos. Ha neuze, petra ober da geñver un darvoud evel an niveridigezh ? Plegañ e benn ur wech c’hoazh ? Me ne gredan ket, ha gwell eo ganin nac’hout kren hag a-wel d’an holl, ha pa vefen ma unan ! Ha ma c’hell tud all mont gant ar memes hent a-drugarez d’ar pezh zo bet embannet amañ hag ahont eo gwell a-se. N’eus nemet gant hent an disentiñ ‘z imp war-raok da vat, ha seul vuioc’h e vo broudet ar Vretoned d’en ober, seul welloc’h e c’hello bezañ…

    • Deuet eo ganit Yanneutch !

      Pedet out d’an emvod kentañ gant Ai’ta ! e-lec’h ma c’halli dispakañ ar skiant bet prenet ganit a-hed bloavezhioù ha bloavezhioù stourm. Asambles e c’hallimp sevel ur strategiezh efedus war berr, krenn hag hir termen ha, nebaon, ur plas eus ar c’hentañ a vo roet dit war an talbenn : un den eveldout prest da vezañ kastizet ar muiañ ar gwellañ a dalvez aour !

      Gortoz a reomp keloù diganit buan eta : contact@ai-ta.eu

  2. Pas fatalement la bonne réponse à apporter car les subventions versées par l’état dépendent du nombre d’habitants donc avec un nombre plus faible certaines communes peuvent ou non passer un seuil et avoir des subventions totalement différentes ! donc un piège à éviter il faut trouver d’autres solutions qui ne nous pénalisent pas encore plus en Bretagne on l’est assez comme cela avec la plus faible subvention reçue de l’état français par tête d’habitant sur B4 ! évidemment aucun chiffre disponible sur B5 comme d’habitude !

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.