Dilennadegoù an departamantoù 2015

Loc’het eo an traoù gant Jerôme Abbassene da geñver an dilennadegoù evit an departamantoù a vo dalc’het e 2015 .
Oberenn gentañ : skarzhañ menozh an departamantoù « Arabat dimp chom da straniñ » eme Jerôme Abbassene. Genidik eus Kemper, hemañ zo e touez ar re o deus krouet « mouvement des abstentionnistes ». Jeanne Brélivet, konversañtez a vicher, a zo ba’ jeu ivez. Gantañ e kemero-hi perzh evit ‘pezh a vo daouad kentañ al listenn.

Ar pezh a faot dezhe ober : paouez da vat gant an departamantoù ha kinnig traoù all. « Ni zo evit ma vije lakaet e plas ur vodadeg a rafe dibaboù diouzh an nav bro gozh istorel e Breizh » a lâr hardi Jerôme Abbasenne.

Sans titreWar un dachenn all ‘ranker mont war raok ivez : jeu ar studierien hirie an deiz. Nec’het bras eo eñ gant stad buhez ar studierien en Kemper, lak a ra war wel pegen ker eo ar c’hirri boutin « 21,44 euro bep miz, da lâret eo e vije Kemper e touez ar c’herioù kerañ en Breizh », hervezañ eo « kalz re ger evit ar pezh ‘vez kinniget » ha lâr a ra « Perak ne vije ket roet ul lodenn eus ar budjed kirri boutin ‘benn kinnig prizioù nevez d’ar studierien? »

E-keñver lojeiz ar studierien en Kemper eo ret mont war raok ivez evel ‘lâr Jerôme Abbassene « E ker zo 148 kambr evit ar re enskrivet er skolioù-meur, n’eus nemet 3% eus ar studierien a c’hell kaout ur c’hambr, ar pezh ‘zo nul en gwir »

Evitañ eo mallus lakaat da greskiñ ar c’hinnigoù kambr evit ar studierien.

Estrevit Jerôme Abbassene ha Jeanne Brélivet e vo c’hwec’h den all o kemer pezh war al listenn.

 

5 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.