Breizh dishual: dalc’homp soñj…

8

Rennes;_Cesson_042aP’emañ ar Vretoned e lagenn ar bed politikel gall, nebeut a-raok an dilennadegoù departamant, em eus bet c’hoant da lakaat anezho da sellout war o c’hiz un tammig.

E 1911 e oa bet savet Strollad Broadel Breizh kentañ gant un nebeud tud kalonek, en o zouez Emil Masson, Kamilh ar Merser a Erm, ha Loeiz Napoleon ar Rouz. Anavezet eo ar marevezh-se eus hon Istor evel an Emsav kentañ, an hini en deus awenet ha levezonet an Emsavioù da heul. Fellout a ra din kinnig an disklêriadurezh a oa bet skrivet ganto, hag e vo gwelet pegen talvoudus e chom c’hoazh prederiadennoù hon diaraogerien.

Arabat deomp disoñjal o stourm, na digalonekaat ivez, dreist-holl pa c’hellomp reiñ hor mouezh da glevout. Stad Breizh a-vremañ n’eo ket gwall zisheñvel diouzh hini 1911, hag ar memes enebourien hon eus. N’eus nemet ur ger-stur: betek an trec’h!

Un nebeud gerioù hepken diwar-benn an tri Breton meur am eus meneget:

-Emil Masson (Erwan Gweznou) a oa ur prederour sokialour. Evit kelo-se, ne oa ket tost ouzh ar sokialourien c’hall. Disrannour e oa, ha savet en doa bet kelaouennoù broadelour ha sokialour, evel Brug. Ul levezon vras en deus bet war ul lodenn eus an Emsav.

-Kamilh ar Merser a Erm a oa ur barzh hag un istorour. Studiet en doa afer kamp Konlie. Da geñver diskouezadur “monumant ar vezh” e Roazhon, e 1912, en doa huchet kreñv a-enep Bro-C’hall, kement ha ken bihan ma voe harzet. Ne voe kondaonet da baeañ nemet… ul lur, anez d’al lez-varn anzav en doa distaget komzoù disrannour!

-Loeiz Napoleon ar Rouz a oa ur broadelour taer all. War-dro 1914-1918 e tec’has da Iwerzhon, hag eno e kejas ouzh ar vroadelourien. Skrivañ a reas buhezskrid Padraic Mac Piarais (Patrick Pearse), ha diwezhatoc’h e labouras evit ar c’hentañ ministr breizhveurat Harold McMillan.

 

Disklêriadurezh
Strollad Broadel Breizh

I – « Strollad Broadel Breizh », savet n’eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c’hant vloaz zo.

II – N’emañ ket e spered nag e mennozh hon Strollad sevel kestell en oabl. Fellout a ra deomp aozañ dihun hon Bro-Vreizh dre grouiñ ur froud vras a eneberezh hag a zroukrañs ouzh ar C’hallaoued a c’houarn ac’hanomp a-enep d’hon grad vat hag a lem diganeomp frankiz hon Bro hon eus gwir da gaout.

III – Hon c’hoant eo he dije, en XXvet kantved-mañ, goude un amzer re hir a vestroniezh ken garv a-berzh Bro-C’hall hag a sentidigezh ken gwak a-berzh Breizh, hon mouezh priz un eneberezh didrec’hus. N’eo ket kavailherien eo ez eomp, eneberien an hini eo a-raok pep tra all er bed.

IV – Laeret eo bet diganeomp an eil war-lerc’h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d’hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec’h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n’he doa ken ur gurunenn glok, ur boned erminig kelc’hiet a aour. (Un dister a zic’haou evit gwir, e-sell eus ar pezh hon doa kollet!) – Abaoe an Dispac’h bras e Bro-C’hall, ez eo gwashaet hon stad. Hiziv, heskinerezh yud hon mestroù, – seul washoc’h dre ma’n em guzh oc’h heñchañ e ribouloù dre-zindan hon douar kozh, – a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc’h hag hon laouenidigezh. Enebiñ a reomp gant hon holl nerzh ha goulenn start hêrezh hon tadoù.

V – Krediñ a reer ez omp flastret, netraet, disneuziet, aet da C’hallaoued. Ur gaou n’eo ken! Bez’ ez eus c’hoazh en ene breizhat un dra bennak a stourm hag a dalc’h e buhez, un dra a zo bet c’hoant d’e vougañ ha d’e gas da get hag a van hiziv ken buhezek ha ken nerzhus hag e mare hon frankiz, hag an dra-se, pe e oar pe ne oar ket, eo an EMSKIANT VROADEL.

VI – Ne anavezomp na mammvro „vras“, na mammvro „vihan“. Ne anavezomp nemet AR VAMMVRO, n’eus nemeti : Breizh. – Bez’ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C’hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuilhet gant ur c’hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c’houde, a dalc’h ac’hanomp abaoe 1491, 1532 ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc’h-gwazh.

VII – Kavout a ra deomp eo poent deomp en em sevel a-enep d’ar gwaskerezh trubard-se ha reiñ penn d’an touellerezh. Bez’ ez eus en hon touez un diaezamant er spered, er c’henwerzh, dreist-holl er politikerezh, na c’houler ket anavezout e Bro-C’hall. An diaezamant-se, ni a zo prest da ober kement ha ma vo ret evit ma vo sellet outañ. Pezh n’o deus ket kredet an Rannvroelerien ober ha lâret, ni a raio hag a lâro.

VIII – Ne c’hallfemp ket degemer tezenn ar Rannvroelerien, mezhus evit hon enor hag hon anv a Vretoned. Sellet a reomp Breizh, nann evel ur rann eus Bro-C’hall, mes evel ur VRO-VAMM, gwasket ha muntret evel ar Pologn hag an Iwerzhon, hag o viret, daoust da se, ur spered vro, krenn dioutañ e-unan.

IX – Hogen e kav deomp ez eo ar frankiz kentañ dlead ur boblad, ha diazez pep broadelezh. P’he deus ur bobl kollet he frankiz, e tle lakaat he holl boan d’he adkavout hag he goulenn start dibaouez.

X – Abalamour da gement-se, e c’houlennomp start he frankiz d’hon Bro, dre ma kav deomp n’ez eus nemet ar stad dishual a zerefe ouzh Breizh.

XI – Setu amañ e daou c’her, hag a beurzispleg an daou du eus an hevelep mennozh, ar pep pouezusañ eus hon goulennoù: Distag krenn diouzh Bro-C’hall; Frankiz da Vro-Vreizh d’en em c’houarn hec’h-unan.

XII – Anavezout ha saludiñ a reomp evit arouez n’eus nemeti hon Bro garet, al lenn wenn, goloet a erminigoù, hep mui lec’h da vanniel a dri liv Bro-C’hall.

XIII – Anavezout a reomp ar Brezhoneg hepken evit hon yezh vroadel ha c’hoant hon eus e ve desket, evel yezh vroadel, war holl douar Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, d’ar vugale, a-raok hini all ebet.

XIV – Degemer a reomp evel kanaouennoù broadel: “Bro gozh ma Zadoù” ha “Sav, Breizh-Izel”, kensakret gant emglev an holl strolladoù Bretoned; dizanaout ha disteurel a reomp “La Marseillaise.”

XV – Gervel a reomp holl youloù, holl speredoù hag holl eneoù a Vreizh evit urzhiañ ha sevel ganeomp ur stourmerezh digeflusk ouzh alouberezh an estren.

XVI – Spi hon eus e kaerder hon c’henstriv ken uhel ar ratozh anezhañ. Un enor eo evidomp derc’hel da gelennadurezh distagus Merkeur, Pontkalleg, Talc’hoed, Montlouis, Koedig, Ar Chalotez, ha meur a den kadarn all, dizanvez pe glorius. Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc’h anaout hon dlead, ez omp e-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur zisklêriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all e donder o c’halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh spered hon reolenn: “ BREIZH D’AR VREIZHIZ!”

Renadurezh “Strollad Broadel Breizh”:

A. DOUAR-GWEZ,
ERWAN GWEZNOU,
HERVE A GERGILLI,
MAORIS A LANGOET,
KAMILH AR MERSER A ERM,
LOEIZ N. AR ROUZ,
PAOL SULIAG.

8 Commentaires

  1. ARNOD AN DROIDIGEZH DA REIÑ DA C’HOUZOUT AN DREIST SKRID-MAÑ A ZLEFE BEZAÑ ANAVEZET GANT AN HOLL VRETONED, EVEL GANT AR RE NE OAR KET HOR YEZH

    Bretagne libre : souvenons-nous …

    Tandis que les Bretons s’embourbent dans le monde politique français juste avant les élections départementales, j’ai eu envie de les faire regarder un peu en arrière.

    Le premier Parti National Breton a été créé en 1911 par quelques hommes courageux, dont Emile Masson, Camille Le Mercier d’Erm et Louis-Napoléon Le Roux. Cette période de notre histoire est connue comme étant le premier Emsav (Mouvement Breton) qui a inspiré et influencé tous les Emsav ultérieurs.
    Je veux proposer un éclaircissement de ce que ces gens ont écrit et nous verrons que les réflexions de nos prédécesseurs restent encore d’actualité. Il ne faut ni oublier leur combat, ni se décourager, en particulier lorsque l’on rend publiques nos opinions. L’état de la Bretagne d’aujourd’hui est assez semblable à celui de 1911 et nous avons encore les mêmes ennemis. Il n’y a qu’une devise : jusqu’à la victoire !

    Voici juste quelques mots sur les trois Bretons que j’ai mentionné :

    – Emile Masson (Erwan Gweznou) était un penseur socialiste. Il n’était pas, pour autant, proche des socialistes français. Il était séparatiste et a créé des journaux régionalistes et socialistes tels que Brug. Son influence sur une partie de l’Emsav est majeure.

    – Camille Le Mercier d’Erm était poète et historien qui a travaillé sur l’affaire du camp de Conlie. Il s’est grandement indigné publiquement de l’Etat français à l’occasion de l’inauguration du “Monument de la Honte” à Rennes, en 1912 et le resta tant que celui-ci fut encore debout. Il ne fut condamné qu’à payer … un franc symbolique, amende qui empêcha le tribunal de le condamner pour avoir tenu des propos indépendantistes !

    – Louis-Napoléon Le Roux était un autre régionaliste convaincu. Autour de 1914-18, il s’enfuit en Irlande où il fit connaissance d’autres régionalistes. Il rédigea la biographie de Padraic Mac Piarais (Patrick Pearse) et travailla plus tard pour le Premier Ministre britannique Harold McMillan.

    Éclaircissement sur le Parti National Breton

    Eclaircissement sur le Parti National Breton

    I – Le “Parti National Breton” a été créé il y a peu par quelques
    jeunes gens sans peur qui avaient pour objectif de rassembler
    la masse d’énergie inflexible que l’on trouve dans notre pays,
    et ce, afin de l’opposer plus que tout à l’oppression française
    qui pèse sur nous depuis près de 400 ans.

    II – Echafauder des projets irréalisables n’est ni dans l’esprit
    ni dans les objectifs de notre Parti. Nous voulons relever notre
    Bretagne en créant une fronde majeure à l’encontre des
    envahisseurs et de l’animosité des français qui nous gouvernent
    contre notre gré et qui retiennent prisonnière la liberté de
    notre pays qui nous est légitime.

    III – Nous souhaiterions, en ce XXème siècle, après une période
    trop longue de souveraineté française si rude et de respect si
    bas envers la Bretagne, faire entendre la voix d’une opposition
    invincible. Nous ne sommes pas des conspirateurs, nous sommes
    des opposants avant tout.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.