Breujoù Bro-Spagn : un danvez-lezenn evit ar gwir d’an emdidermenañ

An traoù a ya àr-raok e Bro-gKatalunya. Da c’hortoz ar referendom, a-benn 2014- ma c’hello ar c’hatalaniz choaz o dazont o-unan, ar c’hannaded broadelour katalan, euskarad ha galisiad er « c’hortes » (breujoù Bro-Spagn e Madrid) o deus kinniget un danvez-lezenn evit cheñch lezenn Bro-Spagn. Sed ar pezh a zispleg ur pennad bet embannet er Jornalet.com ar mintin-mañ (disadorn).

Pal an danvez-lezenn-mañ eo da skrivañ e-barzh korpus al lezenn Bro-Spagn an droad, evit ar « vroadoù istorel », da choaz o dazont o-unan.

Diriaoù tremenet eo bet kinniget gant an emglev dizalc’hour euskarad Amaiur, an Esquèrra Republicana de Catalunya (ERC -an tu-kleiz dizalc’hour katalan) hag ar Bloque Nacionalista Galego (BNG -dizalc’hourion galisiad) un danvez-lezenn er C’hortes àr ar gwir d’an emdidermenañ evit pobloù ar stad spagn. Herveze « ar broadoù a zo anezhe er stad-spagn o deus ar memes gwirioù ha forzh peseurt kumuniezh e vefe eus ar bed a-bezh »

Skrivet zo bet e-barzh an danvez-lezenn e c’hello talvezout ur referendom emdidermenañ bennak ma vez tizhet ar 50% eus ar strollad votiñ. Hag en kenkaz ma vo tizhet 50% eus ar mouezhioù gant ar « YA » e c’hello forzh peseurt gournamant emrenn embann an dizalc’herezh.

Gant an teir mouez-aotreet eus ar strolladoù dizalc’hour eo bet kinniget an danvez-lezenn-mañ : Xabier Mikel Errekondo, Alfred Bosch hag Olaia Fernández. Alfred Bosch, anezhañ mouez-aotreet ERC en deus adlavaret e faotañ dezhe, gant an danvez-lezenn- « he deus forzh peseurt pobl ar gwir d’en em didermenañ èl he deus c’hoant». Hervez Bosch eo seurt tra « ur gwir amprou evit an demokratelezh spagn ».

Kement ha gouzout hiroc’h : http://www.jornalet.com/nova/1399/bascos-catalans-e-galicians-an-presentat-al-parlament-espanhol-una-proposicion-de-lei-pel-

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.