Home e brezhoneg An SNCF hag ar brezhoneg : peur e chomo a-sav ar goap...

An SNCF hag ar brezhoneg : peur e chomo a-sav ar goap ?

Ar sizhun dremenet en deus kejet strollad Ai’ta ! e Roazhon ouzh Emmannuel Clochet, rener an Agence Centre Ouest Gares & Connexions, hag ouzh Caroline Gallon, renerez dileuriet TER Bretagne, a-benn degas da soñj dezho goulennoù ar strollad war an doare da gemer e kont ar brezhoneg. Kejet o deus ivez tud Ai’ta ! ouzh Gérard Lahellec, bezprezidant Kuzul rannvro Breizh e karg eus an treuzdougen, evit gwelet gantañ e pelec’h emañ erru labour ar rannvro war an dachenn-se. Bremañ p’eo tremenet an emgavioù-se eo ret embann sklaer penaos e talc’h an SNCF da zispriziañ ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien, er c’hontrol d’ar pezh a gaver e rannvroioù all Europa evit ar pezh a denn d’ar yezhoù minorel er treuzdougen foran. Goude bezañ chomet a-sav gant hec’h oberennoù en tiez-gar e-pad pevar bloaz e sello pizh Ai’ta ! ouzh an doare ma tro an traoù war an dachenn-se. Ha prest eo ar strollad da gregiñ gant ur c’houlzad nevez ma n’eus ket ur respont dereat ha prim a-berzh an SNCF.

Emmanuel Clochet
Emmanuel Clochet

Er mizioù hag er bloavezhioù da zont e vo adnevezet an tiez-gar TTB e Breizh. Er raktres a zo gant an SNCF betek-hen e vez roet ur plas d’ar brezhoneg war ar panelloù, met ur plas na c’heller ket degemer e mann ebet. Hor yezh a vefe lakaet a live gant ur yezh estren, skrivet bihan hag a-dreuz. Ur spont eo gwelet an doare-se d’ober c’hoazh hiziv an deiz, ha mont a ra a-enep penn-da-benn d’ar pal a zo gant ar panelloù : bezañ lennet aes e forzh peseurt yezh, galleg pe brezhoneg ! Diaesoc’h c’hoazh eo da zegemer ur seurt raktres a-berzh pennoù bras an SNCF pa ouier e ra Rannvro Breizh gant panelloù divyezhek par-ouzh-par en tiez-gar THR nevez adnevezet, hep na seblantfe sevel an disterañ kudenn.

Gérard Lahellec
Gérard Lahellec

Goulenn a reomp gant an SNCF cheñch penn d’ar vazh ha kemer e kont ar brezhoneg war kement tachenn a zo : war ar panelloù evel-just, met ivez er mekanikoù a implijer evit prenañ bilhedoù, evit ar c’hemennoù dre gomz ha gant an implijidi (perak pas kinnig ur badj « Komz a ran brezhoneg » d’an implijidi a vefe a-du). P’eo en em gavet ar strollad gant Gérard Lahellec, bezprezidant Kuzul rannvro Breizh e karg eus an treuzdougen, en deus adalavaret pegen a-bouez kemer e kont ar brezhoneg en un doare hollek ha gant doujañs en tiez-gar hag en trenioù e Breizh. Disklêriet en deus an Ao. Lahellec bezañ youl ennañ evit kenderc’hel gant an hent bet boulc’het gant ar rannvro hag evit ma vo graet kemend all gant an SNCF, a-unan emañ o vont da labourat gant dilennidi all Kuzul rannvro Breizh ha dilennidi lec’hel ar c’humunioù ma vez un ti-gar enno. Adembann a ra strollad Ai’ta ! e vo war evezh bras evit tiez-gar Plouared ha Gwengamp lec’h m’eo kroget al labourioù : panelloù divyezhek par-ouzh-par a rank bezañ staliet, evit ma tiskouezo splann an SNCF e touj ouzh hor yezh hag ouzh ar vrezhonegerien, ha n’eo ket embann komzoù brav nemetken.

6 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

Social Media Auto Publish Powered By : XYZScripts.com
7seizh.info

GRATUIT
VOIR