Kemper : Kafedi Istor : “Preden dizalc’h ha roman” (lusket gant Rafael Urien)

0

D’ar Sadorn 17 a viz Kerzu 2016, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

A-bep seurt martezeadennoù a zo bet, hag a zo c’hoazh, eztaolet war deroù keltiekadur Inizi Preden hag Iwerzhon. Petore oa lodenn dilerc’hiadennoù ar sevenadurezh rak-kelt hag an hini degaset gant ar re nevez degouezhet ? Pezhioù dibar a oa e kevredigezh Preden eil lodenn ar milved diwezhañ kent J.-K. Hep mar e tenne evit ar pep brasañ anezhi eus pezh a oa gwelet en helelep mare e-touez Kelted an Douar Bras avat.
E darempred gant Kelted an Douar-Bras eta o deus ar Vrezhoned, re ar Gevred pergen, skoulmet ivez reoù all gant ar Romaned. Div ergerzhadenn en deus graet Kezar e Preden e 55 ha 54 kent J.-K. N’eo nemet ur c’hantved diwezhatoc’h avat, adalek 43 goude J.-K., en deus an impalaer Klaoda kroget da aloubiñ Preden. Start e voe an aloubadenn-se, a rankas en em astenn betek dibenn ar c’hantved, ha ranket o deus ar Romaned sevel mogerioù d’en em zifenn (pe da verañ o darempredoù ganto?) diouzh pobloù an Norzh. Tamm-ha-tamm he deus ar romanelezh merket don Preden, daoust ma viras-hi he c’heltiegezh ivez, en Norzh hag er C’hornôg pergen.
 
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornbro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here