Dizalc’hourion ar broioù katalan a faotañ dezhe e yafe ar vroadelezh katalan gante ivez en kenkaz ma vo ur stad katalan dieub

1
6

A-feur ma ya Bro-gKatalunya ar su trema an dizalc’herezh, setu dizalc’hourion ar broioù katalan all o sellet pizh ouzh mont en-dro an traoù àr bord ar mor kreizdouarel. E-barzh ar foromoù internet eus norzh ar vro (dindan dalc’h Bro-C’hall a’e) peotramant re eus bro-Valencia pe eus an inizi Baleares paneveken ez eus forzh goulennoù diàr-benn ar pezh a c’hoarvezho en kenkaz ma vo ur stad katalan dieub er bloavezhioù a za. Ha tu vo d’an nen genidik eus ar broioù-se goulenn e yafe ar vroadelezh katalan gantañ ivez ?

Evit Catalonha Nord pe l’Independéncia, anezhi skour an Assemblada Nacionala Catalana (ANC) e norzh Bro-gKatalunya, n’eus ket da dortal. Azgoulenn a ra ar strollad e yay ar vroadelezh katalan gant tud an norzh a c’houlenno anezhi. Hervé Pi, anezhañ prezidant skourr an ANC e Roussillon en deus embannet en doa c’hoant da gemer perzh e-barzh krouiñ ar stad katalan. Evit sioulaat an traoù gant pennadurezhioù Bro-C’hall en deus menneget o doa bet an div vroadelezh ar repuidi spagnol arruet e Bro-C’hall da heul ar brezel diabarzh Bro-Spagn (1936-1939).

Ouzhpenn da se, Hervé Pi en deus embannet e vo aozet gant Catalonha Nòrd per l’Independéncia ur referendom ar memes deiz hag an hini a vo aozet en tu all d’ar pireneoù, er Generalitat. Hervezañ e vo “fetisoc’h ar santimant da vout e-barzh ar memes broad katalan evit an dud” mod-se.

En Inizi Baleares

Pere Aragonés, anezhañ kannad ERC, en doa kemeret perzh, disadorn paseet, e-barzh ur rendael diàr-benn dazont an inizi en kenkaz ma vo dieub Bro-gKatalunya. E-pad ar rendael hag a oa e kêr-Manacor, Aragonès a zisplegas e ranko reiñ ar republik katalan da zont, ar vroadelezh da gement keodedour ar broioù katalan a faoto dezhañ kaout anezhi.

Ar c’hannad katalan en deus displeget ivez e c’hello Yann Balearad kaout an div vroadelezh ma faotañ dezhañ. Pezh zo, avat, gouez dezhañ “dizalc’herezh ar Generalitat a zigaso startijenn er Baleares en arbenn emañ skoet an inizi-se gant “ar rekord bed a-fet diranniñ ar fisk”.

E Bro-Valencia

Kaozet vez eus an afer-se e Bro-Valencia ivez. Embannet he deus ar gazetenn gatalan Vilaweb ur video m’emañ rener ar gazetenn o tivizout eus an dalc’h-se gant al lennerion enni.

An destenn-se a zo bet azasaet diàr ur destenn bet embannet e-barzh ar web-kazetenn okitan jornalet.com m’en deus 7Seizh un emglev ganti.

Pennad orin : http://www.jornalet.com/nova/941/mobilizacion-en-la-catalonha-del-nord-per-aver-la-nacionalitat-dun-eventual-estat-catalan

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.