Home Actualité Information Bretagne - 7seizh.info Koulzad « brezhonekaat da banell » !

Koulzad « brezhonekaat da banell » !

E 2010 e oa bet skignet ul levrig anvet « Ar panellerezh-hent divyezhek » (reolennoù, teknikoù, skouerioù) get Ofis ar brezhoneg d’an holl gumunioù o doa sinet ar garta  » Ya d’ar brezhoneg » ha d’an departmantoù.

Meneget e oa e-barzh an teul-mañ penaos lakkat divyezhek ar panelloù-polis pe c’hoazh ar panelloù da c’hortoz (skouerioù pajennoù al levrig dindan).

Panelloù Polis

Panelloù da c'hortoz

6 bloaz goude, e-touez ar 185 kumun o deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » n’eus nemet 3 c’humun o deus divizet monet war an hent-se e Breizh a-bezh !

Daoust m’emañ divyezhek seurt panelloù er rannvroioù all en Europa ma vez doujet da vat ouzh ar yezhoù bihanniver (Euskadi, Bro Gembre..), emañ Yann pell eus e gazeg e Breizh ! Moian zo muzuliñ get seurt traoù, ne ya ket war-raok a-walc’h an traoù evit ar yezh e Breizh ! Peadra da vout ankeniet da vat evit he dazont !

Seblant e vez gwelet ar panellerezh hañchañ war an hentoù a-wezhoù get an dilennidi o-unan evel un dra foklorel mat da gaout evit an douristed o foetañ bro ! Met arabat mont re bell memestra en ur implij da vat ar yezh er vuhez pemdeziek ! Diskouez a ra pegen bresk eo statud hor yezh hiziz an deiz hep lezenn na framm lezennel evit he gwareziñ !

Gervel a reomp pep breton ha bretonez d’ober un draig evit ar yezh ha brezhonekaat ur banell !

Lañset eo bet ur rummad a begsunioù nevez gant ar panelloù polis ‘vez kavet ar muiañ :  » Lezit da dremen ».

P1020771

Tu vo dindan berr da brenañ en linenn ar pegsunioù-se. E c’hellit o zapout diouzhtu en ur gas ur postel d’ar strollad.

9 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR