e-shop Stered
Publié le: lun, juil 2nd, 2012

An Tuhoes : ar meuriad hag en deus c’hoant bout dizalc’h diouzh Zeland-Nevez

Kalon ar bed e oa daet da vout Zeland-Nevez e-pad ur miz hanter b’l’am d’ar rugby àrlene. B’ar mediaoù e kleved kaoz eus ur gevredigezh eürus ma veze kemeret e kont enni ar sevenadur maori evel m’eo dleet. An Haka mill-anavezet a vez desket e pep skol eus ar vro hag ur bern maori a ya d’ober ar skipailh broadel rugby. Koulskoude n’eo ket ken-se unvan-se ar vro. Nag a-fet sokial nag a-fet koustiañs ar vro zoken.

Ar maori a zo chomet àr vord an hent anat. E-keñver al labour, an niver a doullbac’hidi, an diorren sokial ez eus ur pikol diforc’h etre ar re wenn, an aziatek hag ar maori. Meur a sort maori  a zo ivez. Ul lodenn anezhe a glask mont b’ar «renkad etre», dre an dimeziñ lakomp (un hanter eus ar maori a ya da fortuniañ gant unan gwenn) peotramant dre al labour. Ul lodennig all avat, a glask chom pell eus ar gevredigezh a-vremañ hag hi o kenderc’hel gant gizioù o bed dezhe. ‘Ba o zouesk, meuriadoù eus norzh ar vro. Hag  unan a glask bout dizalc’h eus galloud Auckland zoken: meuriad an Tuhoes an hini eo.

E 2007 e voe bet ur sapre souezhadenn evit an dud eus ar bed a-bezh : Hervez ar gouarnamant nevezelandad e oa bet «dismantret ur c’hamp sponterion gant polis enep-sponterezh ar vro». Ret eo lavarout ar wirionnez : ne oa ket pikol dud hag a ouie e oa eus ur polis enep-sponterezh ‘ba Zeland-Nevez, nag e oa eus ur sponterezh bennak ‘ba bro an All-Blacks. Petra oa c’hoarvezet neuzen ? Taget e oa bet ur c’hamp gant ar polis ‘ba North Island. Ennañ e oa, gouez d’ar polis, «tud o pleustriñ gant armoù ha danvezhioù tarzh» a-benn «lazhañ tud gwenn (Georges Bush ‘ba o zouesk !) ha lakaat ar spont o ren ‘b’ar vro». 17 den a oa bet galvet gant ar polis, ‘ba o zouesk Tame Iti, un arzour, stourmer daonet mard zo unan evit difenn gwirioù ar Maori. A-benn ar fin e oa bet dibrizonet ar 17 stourmer ur miz àr-lerc’h hag kuitezet da heul ar prosez. An armoù a servije da jiboesaat an hoc’h hag ar c’hamp oa kentoc’h ur c’hamp diduiñ evit ar vugale maori hag a venne dezhe mont d’ober trek b’ar mennezioù. Tra ken. Ur sapre ribot a oa bet savet ‘ba pennoù bras ar polis evit gwir. Pezh zo, e voe un taol bruderezh abominabl evit Tame Iti hag e re hag hemañ a foetas bro peuzgoude-se gant ur strollad c’hoariva ma c’hoarie enne hag e tennas splet eus an trouz savet diàr an afer evit ober brud da stourm ar maori er bed a-bezh par ma c’helle. Paotr e zremm tatouet a zo bet lakaet da arouez ar maori ha gantañ eo bet kinniget d’ar bed a-bezh ar soñj a zo gant e veuriad : krouiñ ur stad maori dizalc’h anezhañ ‘ba norzh ar vro.

Pezh zo, abaoe pell etre ar maori hag ar gouarnamant (ha dreist-holl etre an Tuhoes hag ar gouarnamant) emañ dalc’h an douar e-kreiz an afer. Reklem a ra an Tuhoes bout mestr àr o douar e-keit ma vez gouarnamant o klask tennañ gounid dioutañ. Sikouret vez an Tuhoes gant stourmerion ekologour peurgen.

Tame Iti a ra kalz gant skouer an emrennezhioù a zo o ren ‘ba Bro-Skos, Bro-Gembre ha norzh eus Bro-Iwerzhon evit difenn e jeu. An deiz ha hiziv c’hoazh e chom e penn an emsav Maori, evit ar mediaoù diantao. Allas, an emsav maori a zo trouz ennañ abalamour d’ar paravi o ren etre ar re a zifenn o meuriad da gentañ hag a re a glask bodañ ar maori dindan ur banniel nemetken ha sevel un emsav «pan-Maori».

————————————-

Ha pe giz ya an traoù gant ar yezh Maori ?

Ur rouedad a skolioù dre soubidigezh (mui unan all a skolioù divyezhek) a zo bet savet gant ar gouarnamant da lakaat ar vugale da zeskiñ ar yezh vMaoriek. E-giz just ez eus bet forzh trouz b’ar vro kent me vefe anavezet ar yezh maori gant gouarnamant Auckland. A-raok 1951 e veze difennet groñs d’ober gant ar yezh, dreist-holl ‘bar skol. Ne chome nemet 26% eus ar maori hag a oa ar Maorieg yezh ar bemdez evite er mare-se. E 1951 (e-giz al lezenn Deixionne du-mañ !) ez eus bet roet bod d’ar yezh ‘ba programmoù ar skol. E 1981 eo bet savet skolioù dre soubidigezh anvet «kohanga reo» («yezh an neiz») gant ar merc’hed Maori. Hiziv an deiz eo daet ar Maorieg da vout unan eus teir yezh ofisiel ar vro gant ar saozneg ha…. yezh ar sinoù.

Ur chadenn skinwell maori a zo ivez.

AI'ta recrute

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

Duguesclin

Saisissez votre adresse email pour vous abonner à ce site et recevoir une notification de chaque nouvel article par email.

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.