Sodiaal hag un embregerezh eus bro Sina a ra un uzin nevez e Karaez

Sodiaal, ur c’hooperativ eus bro-C’hall staliet mat e Breizh, hag un embregerezh eus bro-Sina, Synutra, a vo asambles diriaou a zeu e Karaez evit kas war-raok raktress un uzin nevez. Dont a raio ar mestr bras eus Synutra, an aotrou Tzang, betek kêrbenn ar Porc’her. 100 milion a euro a vo dispignet evit sevel an uzin nevez. 90 postet gant Synutra ha 10 gant Sodiaal. 280 milion a litrad laez a vo prenet d’al labourerien douar eus ar vro gant an uzin nevez. Fardet’vo war dro 30.000 tonennad dourlaez
(lactoserum). Mont a raio en-dro an uzin nevez e 2015 ha labourioù ar chanter a rankfe kregiñ a-benn nebeut.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.