Partager :

" /> Un diskoulm evit Diwan, diouzhtu ! Bodadeg d'ar Merc'her 6 a viz Gwengolo, 10e30, plasenn de Robien, Sant-Brieg - 7seizh.info
Publié le: mer, Sep 6th, 2017

Un diskoulm evit Diwan, diouzhtu ! Bodadeg d’ar Merc’her 6 a viz Gwengolo, 10e30, plasenn de Robien, Sant-Brieg

Soutenez 7seizh par Paypal
Un diskoulm evit Diwan, diouzhtu !
Bodadeg d’ar Merc’her 6 a viz Gwengolo, 10e30, plasenn de Robien, Sant-Brieg
Abaoe m’eo chomet a-sav mik ar c’hevratoù skoazellet dre urzh ar minister e penn-kentañ miz
Eost eo lakaet bresk hor skolioù. Meret eo an implijidi nann-gelennerien gant an AEPoù (Kevredigezhioù Deskadurezh Pobl) ha dre m’eo digoust ar c’helenn divyezhek dre soubidigezh kinniget gant rouedad Diwan, peadra an AEPoù zo izel ha n’int ket evit sammañ implijidi dre gevratoù CDI pe CDD ha na vefent ket sikouret. Ne c’hall ket hon skolioù mont en-dro hep ar c’hevratoù sikouret-se a ranker ober gante evit ar skoazellerezed-mamm, ar servijoù troskol (kantin ha diwallerezh) hag ar c’hempenn. Gant se, un toullad bugale n’o deus ket gallet ober o distro-skol.
An diouer a youl wirion a-berzh ar pennoù politikel hag ar gouarnamant, evit distankañ ar jeu, a lak hon bugale hag o skol da ostaj. O c’hoari gant an amzer hag ar spi ec’h afe ar stourm da devel e tapont ar riskl da lakaat serriñ skolioù. Ma c’hoarvezfe e vefe ret dezhe e sammañ ez-politikel.
Estreget ar servij deskadurezh, an ober kevredigezhel a zo gant Diwan a gemer perzh da vrudañ yezh ha sevenadur Breizh ha da zesachañ tud er vro.
40 vloaz goude m’eo bet krouet Diwan ha daoust m’eo splann live an disoc’hoù ha kalite e gelennadurezh, n’eo ket gwellaet o jeu d’ar C’hevredigezhioù Deskadurezh Pobl (AEP), a ver mont en-dro o skol hag a rank talañ ouzh frejoù divuzul : sammañ koust an implijidi nann-gelennerien, ar
savadurioù, an dafar hag ar raktresoù pedagogel. Ar c’hargoù-se a vir oute da grouiñ postoù labour padus, da stabilaat ar skipailhoù pedagogel hag en ur mod hollekoc’h da ginnig postoù labour brezhonek a galite. Er c’hontrol d’ar c’helenn katolik hag a c’hall ober gant savadurioù an Iliz, n’eo ket
perc’henn rouedad Diwan war savadurioù hag an AEPoù a rank diskoulmañ ar gudenn-se ha talañ ouzh frejoù dreist muzul.
Aboae an deroù en deus divizet Diwan chom gant ur servij deskadurezh lik, digoust ha digor d’an holl. Met n’eo ket emdroet stad an traoù abaoe re bell zo bremañ. Hag ar memes skoilhoù a chom war e hent.
Mankoù ar Stad eo a vez sammet gant Diwan, pa ginnig abaoe 40 vloaz ur c’helennadurezh divyezhek dre soubidigezh gant ur spered a servij publik. Met n’en deus ket c’hoazh an arc’hant publik a glot, nag evit ar c’helenn nag evit servijoù troskol ar c’hantin hag an diwallerezh.
Goulenn groñs a reomp ma vo adkaset ar c’hevratoù sikouret diouzhtu, p’eo ar pep mallusañ. Ha pelloc’h evit se eo tremen poent da Ziwan gounit gwirioù nevez :
1) Ar skodenn-skol evit an holl skolidi skoliataet, forzh pehini e vefe o c’humun annez. Evel-se emañ kont evit ar c’helenn divyezhek publik abaoe lezenn NOTRe. Evit ar poent, tud Diwan a arc’hantaou koust skoliata ur bugel dre ziv wech. Ur wech gant an tailhoù a baeont hag a servij da voueta budjed o c’humun, a ver ar skolioù kentañ-derez. Hag un eil gwech, pa nac’h ar memes kumunioù adkas da Ziwan ar pezh a resevont gant ar Stad evit ar skolioù-se, ken e rank an AEP kempouezañ ar mank-se. N’eo ket dleet da dud ar vugale paeañ div wech ! Ur stern lezennel nevez zo da gaout. Ur minimum ret eo evit suraat ar postoù nann-gelennerien. Ha da heul, ober ma vint arc’hantaouet gant ar strollegezhioù.
2) Ar gwir da gaout savadurioù skol a zere.
3) Ma vo sammet ha titlet gant ar Stad ar skolaerien a statud Diwan hag o deus ouzhpenn 5 bloaz a
skiant-prenet, en ur stern anavezout barregezhioù o skiant-prenet micherel.

A propos de l'auteur

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.