Jeu diàr-benn ur referendom àr an dizalc’herezh e Bro-Sardinya

E miz Mae diwezhañ en doa goulennet ur strollad sard e vefe aozet ur referendom àr dizalc’herezh ar vro. Nac’het eo bet seurt goulenn gant gouarnamant rannvro Sardinya. Met n’eo ket achu ar stourm evit broadelourion an enezenn avat.

27 000 sin a oa bet rastellet àr an enezenn evit ma vefe aozet ar referendom àr dizalc’herezh ar vro. Ar strollad Par.Is-Malu Entu eo en doa savet ar petision ha lakaet anezhi da dreiñ. Ne oa ket degouezhet an afer-se diàr netra avat. E-se e oa bet roet ar petision d’ul lez-varn 4 devezh goude disoc’hoù ur votadeg ma oa bet choazet gant ar Sardiz nevesaat ha ledanaat statud emrennerezh an enezenn bet lakaet e pleustr kerkent ha 1948. «D’am soñj e c’hello tizhout ar «Ya» ar 35% bennaket» eme Doddore Meloni, anezhañ kadoriad ar strollad Par.Is-Malu Entu. «Un taol politik kreñv e vefe dija seurt referendom. Gouzout a rit, e-pad miliadoù a vloavezhioù, n’en deus goulennet den ebet  gant ar Sardiz petra o doa c’hoant. Ma tivizomp-ni ne vo ket mui digarez da glemmichañ» hervez Doddore Meloni

Hemañ a c’hortoze diviz pennadurezh an enezenn. Rak e Bro-Italia ez eus droad goulenn e vefe aozet ur referendom diàr-benn tra-mañ-tra met ret eo d’ar pennadurezh asantiñ d’ar goulenn-se.

E penn kentañ miz Gouere eo bet nac’het ar referendom gant Ugo Cappellacci, e penn gouarnamant emrenn Bro-Sardinya m’emañ-eñ. Hemañ en doa resevet, ha àr an tu krampouezh gwinizh du, Doddore Meloni a-benn lakaat ar pouez àr «al liammoù kreñv a zo etre Bro-Sardinya ha peurrest eus Italia» . N’eo ket sur eo bet fromet kement-se kadoriad ar strollad dizalc’hour gant seurt arguzennoù avat. Hiviziken e klask homañ, asambles gant ar PSA (Partitu Sardu d’Azione), sevel un emglev etre ar strolladoù broadelour a-benn ar votadegoù a za.

Er votadegoù diwezhañ e oa bet tizhet an 10% eus ar mouezhioù gant ar strolladoù broadelour sard. Hag int rannet e peder listenn. A-viskoazh eo bet rannet ar strolladoù sard e meur a skourroù ha diaes da gavout an disterañ diforc’h etreze. Pezh zo, afer ar referendom c’hwitet a c’hellfe bout un digarez evit en em strollañ a-benn mont asambles àr ar renk.

Da c’hortoz ar c’houlzad votadegoù kentañ n’eo ket achu ar stourm evit aozañ ar referendom rak bout zo kaoz da sevel mouezh a-enep diviz ar gouarnamant. Hervez reoù zo n’eo ket da ouarnamant an enezenn da gemer seurt diviz, da lez-varn meur bro-Italia ne lavaran ket.

Ne vir ket ouzh maer Sassari (130 000 anneziad, eil kêr ar vro), Gianfranco Ganau, da vout embannet e oa a-du gant ar referendom. Poz dezhañ eo « un emgann evit ma vefe anavezet frankiz da gomz ar Sardiz». Hag embannet gantañ e vo kinniget d’ar c’huzul-kêr votiñ ur mennad da souten soñj ar referendom.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.