Emglev etre Broioù Israel, Palestin ha Jordanie a-zivout ar mor Marv

Pa vez komzet diàr benn bro-Israel, bro-Palestin hag ar broioù arabed e tro-dro e vez dreist-holl soñjet d’ar feulster ha d’an disemglev.

Neoazh bout zo un dachenn lec’h mard eo gwelloc’h an traoù etreze ; an dour.

Boazet eo ar stadoù-se kenlabourat a-zivout an dour. Ha daoust ez vez gwask àr bro-Palestin gant an alouber àr an dachenn-se ivez, sinet zo bet un emglev evit digas dour ar mor Ruz d’ar mor Marv. Tro-dro daou gant milion a metr-diñs bop bloaz.

Dour sall ar mor Marv, evel lod vrasañ ag ar morioù diabarzh, oa degouezhet eus morioù arall liammet gant meurvorioù zo.

Evel-se, e teu dour ar morioù Kaspien hag hini Aral eus ar mor Du, dour an holl  »chot » ar Maghreb eus ar mor Kreizdouar, dour ar mor Marv d’ar mor Ruz.

Dre an emglev-se e vo kaset ivez etre ugent ha tregont milion a metr-diñs a dour dous bop bloaz da bro-Palestin ha neuze muioc’h a labour du-hont.

Ur riskl ekologel a zo koulskoude. Dre kas dour mor, ec’helfe ar mor Marv dont da vout salloc’h-sallañ.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.